Kentañ gwech e Breizh: dilezel a ra kumun nevez Teiz-Noaloù ar brezhoneg
Kentañ gwech e Breizh : dilezel a ra kumun nevez Teiz-Noaloù (Mor-Bihan) ar brezhoneg. 8 santim ar bloaz: re ger eo toare! Gwall sebezet omp bet p’hon eus desket he doa dibabet kumun nevez Teiz-Noaloù freuzañ ar garta “Ya d’ar brezhoneg”. Savet eo bet kumun nevez Teiz-Noaloù d’ar 1añ a viz Genver 2016 adalek kumunioù […]
Trec’h eo stourmer Ai’ta!
Ar wech kentañ eo e vefe tamallet d’ur stourmer eus strollad Ai’ta! bezañ laeret panelloù ha bezañ barnet dirak ul lez-kastiz. E 2013 ha 2014 e oa dirak lezioù-barn bolis e oa bet kondaonet daou stourmer all evit bezañ bet peget pegsunioù war panelloù-hent. Da heul un oberenn bet dalc’het e-pad gouel etrekeltiek An Oriant […]
Prosez e lez-kastiz Gwened evit ur stourmer eus Ai’ta ! d’an 23 a viz C’hwevrer
D’ar Meurzh 23 a viz C’hwevrer adalek 4 e 45 d’enderv e vo barnet ur stourmer eus strollad Ai’ta ! e lez-kastiz Gwened. Tamallet eo da vezañ kemeret perzh en un oberenn arouezel evit sevel a-enep politikerezh Skol-veur Kreisteiz Breizh evit ar brezhoneg. Disammet ‘oa bet totemoù panellerezh unyezhek dirak stand ar skol-veur e gouel etrekeltiek […]
Emgav etre Ai’ta ! ha kumuniezh kumunioù An Alre Kiberen
D’ar 16 a viz C’hwevrer 2016 en deus kejet strollad Ai’ta ! Bro-Gwened gant Kumuniezh kumunioù An Alre Kiberen Douar Atlantel (AKDA). Degemeret int bet gant an Aotroù Fabrice ROBELET, bez-prezidant e karg eus raktres Pol Lieseskemm (PEL) An Alre ha maer Brec’h, Aotroù Emmanuel OGER, rener servijoù teknik AKDA, hag Itron Morgane HAMON e-karg eus […]
Galv : ul lezenn evit ar brezhoneg !
Diwar intrudu Diwan ha Stumdi ez eus bet kaset ul lizher gant ouzhpenn 60 framm da barlamantidi Breizh evit goulenn ul lezenn evit ar brezhoneg ac’hann an dilennadegoù kentañ e 2017. Sevel a ra a-du strollad Ai’ta! gant an intrudu-se. N’eo nemet drezo o unan e c’hello ar Vretoned cheñch penn d’ar vazh evit o […]