08
Mar
2016

Lizher-digor : ar garta “Ya d’ar brezhoneg” dilezet get tolpad Gwened edan berr ?

D’an 8 a viz Meurzh 2016 hon eus kaset ul lizher digor d’ar Prezidant Tolpad Gwened, Pierre Le Bodo ha d’e besprezidant kentañ, Yves Questel, Maer Teiz-Noaloù, en deus freuzet ar garta “Ya d’ar brezhoneg” nevez zo. Kaset eo bet al lizher-digor-mañ d’an holl besprezidanted ha kuzulierion kumuniezh tolpad Gwened ivez. —- Aotroù Prezidant Kumuniezh […]

28
Feb
2016

Raktresoù danvez prezidanted Skol-veur Breizh Izel evit hor yezh

Dilennadegoù a vo e Skol-veur Breizh Izel d’ar 1añ ha d’an 2 a viz Meurzh 2016 evit dibab ar c’huzul-merañ nevez. Tri den a zo war ar renk an dro-mañ evit bezañ prezidant, pa ne c’hell ket en em ginnig en-dro Pascal Olivard : Matthieu Gallou, Pascal Gente ha Fabrice Huret. Diwar intrudu strollad Ai’ta! ez […]

28
Feb
2016

Kentañ gwech e Breizh: dilezel a ra kumun nevez Teiz-Noaloù ar brezhoneg

Kentañ gwech e Breizh : dilezel a ra kumun nevez Teiz-Noaloù (Mor-Bihan) ar brezhoneg. 8 santim ar bloaz: re ger eo toare! Gwall sebezet omp bet p’hon eus desket he doa dibabet kumun nevez Teiz-Noaloù freuzañ ar garta “Ya d’ar brezhoneg”. Savet eo bet kumun nevez Teiz-Noaloù d’ar 1añ a viz Genver 2016 adalek kumunioù […]

28
Feb
2016

Trec’h eo stourmer Ai’ta!

Ar wech kentañ eo e vefe tamallet d’ur stourmer eus strollad Ai’ta! bezañ laeret panelloù ha bezañ barnet dirak ul lez-kastiz. E 2013 ha 2014 e oa dirak lezioù-barn bolis e oa bet kondaonet daou stourmer all evit bezañ bet peget pegsunioù war panelloù-hent. Da heul un oberenn bet dalc’het e-pad gouel etrekeltiek An Oriant […]

20
Feb
2016

Prosez e lez-kastiz Gwened evit ur stourmer eus Ai’ta ! d’an 23 a viz C’hwevrer

D’ar Meurzh 23 a viz C’hwevrer adalek 4 e 45 d’enderv e vo barnet ur stourmer eus strollad Ai’ta ! e lez-kastiz Gwened. Tamallet eo da vezañ kemeret perzh en un oberenn arouezel evit sevel a-enep politikerezh Skol-veur Kreisteiz Breizh evit ar brezhoneg. Disammet ‘oa bet totemoù panellerezh unyezhek dirak stand ar skol-veur e gouel etrekeltiek […]

Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 (kemmet e 2004), diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc’h hag a zo bet dastumet.