20
Feb
2016

Emgav etre Ai’ta ! ha kumuniezh kumunioù An Alre Kiberen

D’ar 16 a viz C’hwevrer 2016 en deus kejet strollad Ai’ta ! Bro-Gwened gant Kumuniezh kumunioù An Alre Kiberen Douar Atlantel (AKDA). Degemeret int bet gant an Aotroù Fabrice ROBELET, bez-prezidant e karg eus raktres Pol Lieseskemm (PEL) An Alre ha maer Brec’h, Aotroù Emmanuel OGER, rener servijoù teknik AKDA, hag Itron Morgane HAMON e-karg eus […]

28
Jan
2016

Galv : ul lezenn evit ar brezhoneg !

Diwar intrudu Diwan ha Stumdi ez eus bet kaset ul lizher gant ouzhpenn 60 framm da barlamantidi Breizh evit goulenn ul lezenn evit ar brezhoneg ac’hann an dilennadegoù kentañ e 2017. Sevel a ra a-du strollad Ai’ta! gant an intrudu-se. N’eo nemet drezo o unan e c’hello ar Vretoned cheñch penn d’ar vazh evit o […]

15
Jan
2016

Ar PS, ankou ar brezhoneg !

D’ar Yaou 14 a viz Genver e veze studiet gant ar Vodadenn Vroadel ur c’hinnig lezenn gant ar c’hannad Paol Molag diwar-benn ar yezhoù minorelaet. Korbellet eo bet an destenn gant ar strollad sokialour daoust d’ar gannaded all, a bep tu, bezañ bet degemeret ar melladoù unan hag unan just a-raok. Mezhus e kav strollad […]

19
Dec
2015

Oberenn Kemperle (KOD)

_ skeudenn

17
Dec
2015

Kinnig lezenn diwar-benn ar yezhoù rannvro : ur boue saveteiñ evit ar brezhoneg ?

Studiet eo bet d’ar 16 a viz Kerzu gant Bodad an aferioù sevenadurel hag an deskadurezh Breujoù Frañs ur c’hinnig lezenn prientet gant ar c’hannad Paul Molac « evit ar c’helenn e yezhoù rannvro dre soubidigezh hag evit broudañ o implij er vuhez foran hag er c’hleweled » : http://www.assemblee-nationale.fr/14/propositions/pion3288.asp Pedet eo bet strollad Ai’ta! d’ur selaouerezh […]

Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 (kemmet e 2004), diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc’h hag a zo bet dastumet.