Galv d’ur bodad souten evit ur stourmer galvet e komiserdi Gwened da-heul klemm Skol-Veur Kreistez Breizh
E-kerzh gouel etrekeltiek diwezhañ en Oriant e oa bet kaset un oberenn arouezel dirak stand Skol-veur Kreistez Breizh gant totemoù panellerezh disammet evit goulenn aotregezhioù e brezhoneg hag ur stummadur evit an danvez skolaerien divyezhek. Evel respont d’hor goulennoù emgav eo bet savet klemm evit laeroñsi gant skol-veur kreistez Breizh. Galvet e vo neuze ur […]
Kenemglev evit ar brezhoneg : d’ober petra ? – Lizher digor Ai’ta!
Lizher digor da holl dilennidi kuzul-rannvro Breizh ha d’an dud war ar renk evit dilennadegoù-rannvro miz Kerzu Demat deoc’h, En Emglev evit Dazont Breizh bet sinet d’an 13 a viz Kerzu 2013 etre ar Stad ha rannvro Breizh e oa raktreset ur c’henemglev ispisial evit kadarnaat dazont ar brezhoneg. Embann a reomp hiziv an destenn […]
Sevel a ra klemm Skol-Veur Kreistez Breizh a-enep stourmerien ar brezhoneg !
E-kerzh gouel etrekeltiek diwezhañ en Oriant e oa bet kaset un oberenn arouezel dirak stand Skol-veur Kreistez Breizh evit sevel a-enep politikerezh ar skol-veur war ar brezhoneg. Disammet ‘oa bet totemoù panellerezh unyezhek dirak stand ar skol-veur e gouel etrekeltiek en Oriant. Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh al liamm evit an teul klok + video […]
14 pal da dizhout evit un emglev a-feson evit diorren ar brezhoneg !
Deuet e oa an Ao. Jean-Marc Ayrault, eñ kentañ ministr d’ar c’houlz-se, betek Roazhon e miz Kerzu 2013 evit sinañ asambles gant prezidant rannvro Breizh un Emglev evit Dazont Breizh. En destenn-mañ ez eus anv eus « ur c’henemglev a-ziforc’h » evit ar brezhoneg ha toare e vo sinet an destenn-se e-kerzh an diskar-amzer. Fellout […]
Kemennadenn Maer Gwened diàr an eil lise Diwan : skrivet en deus ar strollad Ai’ta ! d’ar c’huzul-kêr Gwened
Kaset en deus ar strollad Ai’ta ! ul lizher da bep kuzulier-kêr araok kuzul-kêr Gwened dalc’het d’ar 25 a viz gwenholo. (lizher stag amañ). Reit en doa ar maer da c’houiet e oa « da vat a du ar Brezhoneg ha sevenadur Breizh » e-kerzh e brezegenn evit lid troioù-goug an erminig e Gwened d’an 19 a viz […]