10 vloaz eo Ai’ta!
Kemennadenn obererezh 10 vloaz Ai’ta! d’an 9 a viz Mae 2015 e Lannuon En nevez hañv 2005 e oa bet savet en Treger ur strollad nevez, Ai’ta ! e anv, gant un toullad merc’hed ha paotred yaouank. Ar pal ? Difenn ha broudañ ar brezhoneg er vuhez bublik evit ma c’hallo ar vrezhonegerien lenn, skrivañ ha komz […]
A-benn disadorn e vo 10 vloaz Ai’ta ! e Lannuon
Disadorn, 9 a viz Mae, e vo aozet un darvoud dreistordinal gant Ai’ta ! war kroazhent-tro ar Boutilh e Lannuon : ul lid e koun an taol kentañ graet gant ar strollad e 2005, dek vloaz zo ! Pedet eo an holl da zont adalek 5 eur neuze : an dud o deus bet tro da wiskañ ar roched […]
Peseurt plas evit ar brezhoneg e Gwened ?
Aozet eo bet un die-in evit lid digoriñ mediaoueg nevez Gwened e karter Menemeur ha reit traktoù. Divrezhoneg e oa ar vediaoueg pa oa bet digoret d’ar 6 a viz Ebrel (kartenn staget) hag an dalc’h albomoù yaouankiz e brezhoneg kaset en tu arall ag al levraoueg 80 m ag ar lec’h evit ar yaouankiz… Kaset […]
Peseurt dazont evit ar brezhoneg e Gwerledan hag e kreiz Breizh ?
Goude bezañ lennet kemennadenn dilennidi kreiz Breizh diwar-benn al livaj bet lakaet ouzh panelloù tro-dro da lenn Gwerledan e fell da strollad Ai’ta! embann e soñj. N’eo ket doareoù ober Stourm Ar Brezhoneg a re a vez implijet gant Ai’ta!, met ne c’heller ket chom mut da-heul komzoù an dilennidi-se. D’ar poent m’emañ ar brezhoneg […]
150 vloaz eo ti-gar Brest… ha divrezhonek penn-da-benn c’hoazh !
War an ton bras e vo lidet 150 vloaz ti-gar Brest an dibenn-sizhun-mañ. Tud Ai’ta ! a fell dezho lavaret o ger diwar-benn tout an trouzioù a zo graet tro-dro an dra-se ha degas da soñj n’eo ket bet degemeret ar brezhoneg en tier-gar c’hoazh, daoust d’ar goulennoù stank a zo bet. N’eus ket tu […]