Peseurt stourm evit an daou vloaz da zont ?
Brezhoneg er vuhez foran : peseurt stourm evit an daou vloaz da zont ? Ouzhpenn tregont vloaz zo e stourm ar Vretoned evit diorren plas o yezh er vuhez foran. Traoù zo bet gounezet a-dra sur, met kalz muioc’h a chom da c’hounit c’hoazh evit ma c’hellimp ober gant ar brezhoneg bemdez hag e pep lec’h ! Dav […]
Gouel etrekeltiek An Oriant 2015 : oberenn stand Skol-veur Kreistez Breizh
Gourdrouzet eo ar brezhoneg da vout skarzhet er Skol-veur Kreistez Breizh. Er memes tro e kaver skolioù-meur brudet en estenvro èl Harvard pe Oxford é kelenn hor yezh pe é embann studiadennoù yezhel diàr ar brezhoneg. Dilezet eo bet dija an dibab « Sevenadurezh broioù keltiek ha Breizh » er Skol-veur Kreistez Breizh. Gourdrouzet eo […]
Kentel vrezhoneg war an aod disadorn e Ploumanac’h
Ur gentel tañva ar brezhoneg a vo kinniget gant Ai’ta ! Treger a-benn disadorn, 8 a viz Eost, war an aod e Perroz-Gireg. Un digarez dreistordinal evit pep hini d’ober anaoudegezh gant yezh ar vro en ur c’hoari krampouezh ha da zeskiñ an troiennoù retañ. C’hoarioù war an aod a vo da heul ivez, e brezhoneg […]
Raktres panellerezh SNCF evit tiez-gar Breizh : foutañ goap diouzh ar vretoned !
D’ar 7 a viz Meuzh en em gavet oa ar strollad Ai’ta! gant renerezh rannvroel ar SNCF ha renerezh Tiez-Gar Breizh (Embregerezh anvet “Gares et Connexion” o verañ tiez-gar Breizh) a-benn eskemm diwar ar raktres panellerezh SNCF a vo lakaet e pleustr en holl diez-gar Breizh gant al linenn nevez tren tizh bras (TTB) e […]
E kêriadenn muiañ-karet ar C’Hallaoued, n’ho po ket a vrezhoneg !
Un obererezh arouezius a zo bet savet hirie gant Ai’ta! dirak ti-kêr Perroz-Gireg evit diskuliañ dispriz ar gumun-se da geñver ar brezhoneg. Un toullad devezhioù zo e oa bet lakaet Ploumanac’h da « gêriadenn muiañ-karet ar C’Hallaoued ». N’eo ket gwall vrav an traoù enni avat pa seller a-dost. Yezhoù an dud a blij da […]