Raktres panellerezh SNCF evit tiez-gar Breizh : foutañ goap diouzh ar vretoned !
D’ar 7 a viz Meuzh en em gavet oa ar strollad Ai’ta! gant renerezh rannvroel ar SNCF ha renerezh Tiez-Gar Breizh (Embregerezh anvet “Gares et Connexion” o verañ tiez-gar Breizh) a-benn eskemm diwar ar raktres panellerezh SNCF a vo lakaet e pleustr en holl diez-gar Breizh gant al linenn nevez tren tizh bras (TTB) e […]
E kêriadenn muiañ-karet ar C’Hallaoued, n’ho po ket a vrezhoneg !
Un obererezh arouezius a zo bet savet hirie gant Ai’ta! dirak ti-kêr Perroz-Gireg evit diskuliañ dispriz ar gumun-se da geñver ar brezhoneg. Un toullad devezhioù zo e oa bet lakaet Ploumanac’h da « gêriadenn muiañ-karet ar C’Hallaoued ». N’eo ket gwall vrav an traoù enni avat pa seller a-dost. Yezhoù an dud a blij da […]
Kêr bageal an Oriant Eric Tabarly : ar Brezhoneg skarzhet !
E miz Mae 2008 e oa bet lid-digoret Kêr ar bageal Eric Tabarly dirak an Ao. Jean-Yves an Drian, bet prezidant Kuzul-rannvro Breizh d’ar mare-se. Tu e oa da zizoloiñ e teir yezh (Galleg, Saozneg, Brezhoneg) ar bageerezh-dre-lien hag ar redadegoù en donvor. Holl banellerezh diabarzh salioù-diskouezadeg Kêr ar bageal, ar panelloù displegañ hag henchañ, […]
Votadeg foran e ti-gar Kemperle disadorn !
Gant strollad Ai’ta !, hag a zifenn implij ar brezhoneg er vuhez foran, e vo aozet ur votadeg foran d’ar sadorn 27 a viz Even, eus 10e da greisteiz, e ti-gar Kemperle. Pal ar votadeg-mañ a vo goulennata ar veajourien, an implijidi, kement ha tud ar vro war plas ar brezhoneg en ti-gar nevez da-heul […]
Peseurt plas evit ar brezhoneg e Kumuniezh Lannuon Treger ? Ar respont warc’hoazh !
Etre ar 15 a viz Ebrel hag ar 15 a viz Mae ez eus bet dalc’het un enklask foran diwar-benn dazont Kumuniezh Lannuon Treger. Galvet en doa ar strollad Ai’ta ! an holl dud da lâret o soñj ha da c’houlenn groñs ma vo roet tout e blas d’ar brezhoneg e politikerezhioù an tiriad. Enklask foran […]