Devomp ar Vonreizh !
Rak ne chomimp ket mut ! O paouez embann un diviz grevus-kenañ a-enep d’ar brezhoneg emañ Kuzul Bonreizh ar Stad C’hall. 9 den, nann dilennet ha gant liamm ebet gant hor yezhoù, o deus dibabet e Pariz lakaat mellad 2 ar Vonreizh (« Ar galleg eo yezh ar Republik ») da dalvezout en un doare anterinour. Degas a […]
Manifestadeg e Gwengamp d’an 29 a viz Mae!
Betek an trec’h!
Votet eo bet hiziv er parlamant ar c’hinnig lezenn kinniget gant Paul Molac, daoust da enebiezh ar gouarnamant ha d’ar galv votiñ a-enep a-berzh ar strollad LREM. Un trec’h bras eo evit ar brezhoneg! Dre al lezenn-se e vez ofisielaet ar panellerezh divyezhek, aotreet an “ñ”, rediet ar c’humunioù da baeañ ar forfed skol da […]
Dilennidi ha dilennadezed, hejit ho revr !
Ur sapre manifestadeg zo bet evit ar brezhoneg e Kemper d’an 13 a viz Meurzh 2021. A-bouez eo deomp degas da soñj ar pezh zo ezhomm evit hor yezh bremañ. Poentoù resis, a zo tu lakaat e-plas buan gant Rannvro Breizh hag ar Stad C’hall. Youl zo gant Pobl Breizh: 2 000 den o vanifestiñ […]
Da Gemper ‘vit ma plego Blanquer!
Betek warlene e oa eus ar c’henemglev 2015-2020 etre ar Stad C’hall ha Rannvro Breizh evit diorren ar brezhoneg. E miz C’hwevrer 2019 e oa bet sinet gant Loïg Chesnais-Girard, prefedez rannvro Breizh ha kentañ ministr ar Stad C’hall ur c’hevrat lec’h ma ‘z eo skrivet e vo kadarnet ur c’henemglev Stad-Rannvro evit ar bloavezhioù […]