Emgav etre Ai’ta! ha Kengredit Breizh
En em gavet eo ar strollad Ai’ta! gant Kengredit Breizh e sez ar Bank er Releg-Kerhuon gant Dominique Andro, pennrener dileuriet (rouedadoù ha servijoù arbennik). Krouet e oa bet produioù nevezus war dachenn ar yezh gant Kengredit Breizh er bloavezhioù 80 ha 90 (chekennaouegoù e 1982, bilhedaouerioù e brezhoneg e 1997). E touez an embregerezhioù […]
Emvod Ai’ta! Treger dimeurzh e Lannuon
Emvod diwezhañ Ai’ta ! Treger a-raok an hañv a vo dalc’het dimeurzh, 9 a viz Even, da 8 eur e Logivi-Lannuon (emgav e maner Kernegez). War ar stern : bilañs hiniennel deus 10 vloaz Ai’ta ! ha Gouel Broadel ar Brezhoneg e Tremargad teuliadoù war ar stern e bro Dreger (tier-gar; LTK…) aozadur Ai’ta ! […]
Berzh an 10 vloaz ha Gouel Broadel ar Brezhoneg e Tremargad !
Ouzhpenn mil a dud o doa kemeret perzh an dibenn-sizhun tremenet e Gouel Broadel ar Brezhoneg aozet da geñver 10 vloaz Ai’ta ! Eus ar c’humunioù tro-dro pe eus tu all ar vro e oa deuet an holl da gaout plijadur gant an oberennoù niverus a zo bet kinniget. Gant ar gumun eo bet lidet diouzh […]
Enklask foran Lannuon Treger Kumuniezh : goulennit brezhoneg !
C’hoant ho peus ez afe war-raok ar brezhoneg e Kumuniezh Lannuon Treger ? Lârit buan ho soñj ‘ta ! Betek ar 15 a viz Mae e kinnig Kumuniezh Kumunioù Lannuon Treger ur c’houlennaoueg diwar-benn raktres dazont an tiriad. Digor eo d’an holl ha pep hini a c’hall mont d’e di-kêr evit leuniañ anezhañ peotramant kas e […]
10 vloaz eo Ai’ta!
Kemennadenn obererezh 10 vloaz Ai’ta! d’an 9 a viz Mae 2015 e Lannuon En nevez hañv 2005 e oa bet savet en Treger ur strollad nevez, Ai’ta ! e anv, gant un toullad merc’hed ha paotred yaouank. Ar pal ? Difenn ha broudañ ar brezhoneg er vuhez bublik evit ma c’hallo ar vrezhonegerien lenn, skrivañ ha komz […]