Emañ France 3 Ouest e gwerzh war Le Bon Coin !
Atav e vez deroù ar bloavezh ar c’houlz mat d’ober ar poent ha da skarzhañ an traoù kozh na servijont ket ken. Setu perak en deus dibabet strollad Ai’ta ! Lakaat war gwerzh France 3 Ouest war Le Bon Coin evit ur priz dister hag arouezel, un euro tra ken : http://www.leboncoin.fr/image_son/751969662.htm Pase poent eo leuskel a-gostez […]
Troiad 2014 Tad-kozh an Nedeleg
Ar Sadorn 20 a viz Kerdu e oa en em gavet Tad-kozh an Nedeleg war heñchoù Bro-Dreger. E Gwengamp, Bear, Lannuon ha Montroulez en deus bet ar blijadur da selaou bugale o lenn al lizherioù savet gante, dezhe da lâret dezhañ penaos int chomet fur ar bloaz-mañ hag ar pezh a fell dezhe kaout. War […]
Deuit da reiñ ho lizher da Dad Kozh an Nedeleg disadorn !
Hopala, trouz a vo er vro ! Divinit piv a zo bet pedet evit an deirvet gwech gant strollad Ai’ta!? An tad Nedeleg e-unan ! Hennezh hag a oar kement yezh zo er bed a oa dipitet bras peogwir ne reseve ket kalz a lizheroù brezhonek. « Poent bras eo din mont da welet penaos emañ kont du-hont » en […]
Ne oar ket brezhoneg an Emglev evit dazont Breizh !
D’an 13 a viz Kerzu 2013, e oa bet sinet e Roazhon an Emglev dazont evit Breizh gant Kentañ ministr ar mare, an Ao. Jean-Marc Ayrault. Un nebeut gerioù e brezhoneg ‘oa bet distaget d’ar c’houlz-se : « Neb a venn, hennezh a c’hall». Bloaz goude ar « gemennadenn », ne oar ket brezhoneg an emglev evit dazont Breizh. Sklaer […]
Park natur ar Mor Bihan : hag ar brezhoneg ?
Park natur ar Mor Bihan ‘vo an trede park natur rannvroel e Breizh hag an 50vet e Frañs ivez. Embannet eo bet ganedigezh ar Park d’an 2 viz Gouel Mikael er gazetenn ofisiel. E danvez karta ar park e lenner (p.61) “talvoudekaat ar brezhoneg hag ar gallaoueg : Emañ tiriad park natur ar Mor Bihan unan ag […]