Kentañ emvod Ai’ta! Treger dimeurzh e Lannuon
Kentañ emvod gant Ai’ta! Treger dimeurzh, 7 a viz Ebrel, da 8 eur e tavarn ar Valserezed e Brelevenez. War ar stern : – bilañs ar c’houlzad « dilennadegoù departamant »… ha bremañ ? – ar « Granit rose tour » – aozadur 10 vloaz Ai’ta ! / Gouel Broadel ar Brezhoneg (24/05 e Tremargad) – poentoù all… Digor eo d’an […]
“Granit rose tour” : hag ar brezhoneg ?
Skrivet en deus ar strollad Ai’ta ! da Joël Le Jeune, prezidant Kumuniezh Lannuon-Treger evit sachañ e evezh war ar fed eo divrezhonek an droiad sevenadurel ha touristel nevez anvet « Granit rose tour » (s.o. lizher digor stag). E 2013 e oa bet loreet Tolpad kêrioù Lannuon-Treger evit he labour talvoudekaat ar brezhoneg er vuhez foran. Hirie […]
Digwener, votadeg foran e ti-post Republik e Roazhon
Gant strollad Ai’ta !, hag a zifenn implij ar brezhoneg er vuhez foran, e vo aozet ur votadeg foran digwener, d’an 3 a viz Ebrel, eus 11e da 3e gm, dirak ti-post Republik e Roazhon. Pal ar votadeg-mañ a vo goulennata ar pratikoù, an implijidi, kement ha tud ar vro war plas ar brezhoneg er burevioù […]
Koulzad “dilennadegoù departamant 2015 ha brezhoneg” : an disoc’hoù diwezhañ !
Da vare an dilennadegoù departamant e aters strollad Ai’ta an holl listennoù war ar renk e keñver o raktres evit ar Brezhoneg e Breizh. Etre div hent emañ ar Brezhoneg hiziv an deiz ha mallus eo ober pep tra a c’heller ober evit cheñch penn d’ar vazh ha sikour Breizh hag ar Vretoned da adperc’hennañ […]
Emgav get Gwened Tolpad
En em gavet en doa ar strollad Ai’ta! Bro Gwened get kuzulier-kumuniezh dileuriet evit ar sevenadur Breizh Gwened Tolpad, Gabriel SAUVET, hag atebeg ar servijoù sevenadurel ha sport, David KERDELANT, e-karg ivez ag an heuliiñ oberoù evit ar garta “Ya d’ar brezhoneg” ( karta sinet d’an 10 a viz Gwenholo 2010 ha n’eo ket bet […]