28
Sep
2014

Emvod distro Ai’ta! Treger dimeurzh e Lannuon

Kinnig a ra Ai’ta! Treger un emvod kinnig ar strollad (istor, mont en-dro…) ha prientiñ ar bloavezh stourm evit ar brezhoneg (petra a vo graet, e-pelec’h, gant peseurt palioù…) Dalc’het e vo e ostaleri Ar Valserezed e Lannuon, d’ar meurzh 30 a viz Gwengolo adalek 7 eur 30. Digor eo da dout an dud, ar […]

23
Sep
2014

D’an Naoned evit dazont hor bro hag hor yezh !

Evit an teirvet gwech dindan 6 miz en em gavo ar Vretoned e straedoù an Naoned, a-benn disadorn, evit goulenn groñs ma tistroio al Liger-Atlantel er memes framm melestradurel hag ar pevar departamant all. Kemer perzh a raio strollad Ai’ta! ar wech-mañ c’hoazh rak ouzhpenn dazont Breizh ez eo dazont hor yezh hag hor sevenadur […]

18
Sep
2014

Ar Brest Arena a ro ton d’ar brezhoneg

Strollad Ai’ta! Bro-Leon a zo bet betek ar Brest Arena da geñver al lid digeriñ hag an dorioù-digor a oa aozet d’ar sadorn 13 ha d’ar sul 14  a viz Gwengolo, gant ar pal dizoloiñ ar plas bet roet d’ar brezhoneg er savadur nevez-se. Laouen eo ar strollad o welet ez eus bet roet ur […]

17
Sep
2014

Evit ur gwir politikerezh yezh e Departamant ar Mor-Bihan

Rentet eo bet 100 panell unyezhek hentoù belo (bet divountet e kornôg an departamant) e-kerzh dalc’h Kuzul Meur ar Mor-Bihan d’ar Meurzh 16 a viz Gwenholo. ha reportaj Frañs 3 Breizh “An taol Lagad” Departamant nemetañ kornôg Breizh é nac’hiñ lakaat e pleustr ur panellerezh divyezhek àr e hentoù belo eo bremañ ar Mor-Bihan. Gwelout […]

16
Sep
2014

19/09/2014 : Emvod distro Ai’ta! Kreiz-Breizh

KEMENADENN Ai’ta! Kreiz-Breizh Strollad Ai’ta! hag a labour abaoe kazi 10 vloaz evit difenn ha broudañ ar brezhoneg war ar pemdez, a ginnig deoc’h un emvod d’ar gwener 19 a viz Gwengolo da 7e30 noz e tavarn-levraoueg “l’Autre Rive” (Restidiou Vraz, Berrien). Neubeut a gumunioù eus Kreiz-Breizh o deus ur bolitikerezh buhezek evit ar brezhoneg. […]

Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 (kemmet e 2004), diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc’h hag a zo bet dastumet.