Emvod Ai’ta! Treger digwener e Lannuon
Kentañ emvod Ai’ta! Treger d’ar gwener 21 a viz Du e tavarn ar Valserezed e Lannuon. Emgav da 7 eur 30. War ar stern : – troaid Nedeleg Ai’ta! – dazont stourm an SNCF – poentoù all Digor d’an holl, deuit niverus !
Trouz e Plouared evit bezañ klevet !
Da geñver lid-digoradur ti-gar Plouared, dimeurzh noz, eo deuet stourmerien ha mignoned strollad Ai’ta! da embann o fulor ruz. Rak ur wech c’hoazh e vez graet goap ouzh ar vrezhonegerien gant an SNCF hag ar bolitikerien. Gant an oberenn difeulz-mañ e fell d’ar merc’hed hag ar paotred o rochedoù orañjez embann sklaer ne tegemerint ket ne […]
Trouz evit digoradur ti-gar Plouared
D’ar meurzh 4 a viz Du e oa raktreset “digoradur” ti-gar Plouared, ha deuet eo strollad Ai’ta! da embann pegen furloret e oa, gant binviji trouzus a bep seurt : goude kazi dek vloaz a bedagogiezh evit goulenn brezhoneg en tiez-gar eo erru skuizh ar stourmerien o roched orañjez gant ar goap a ra SNCF […]
Ha bremañ, peseurt plas evit ar brezhoneg e ti-gar Plouared ?
Tregont stourmer deus Ai’ta ! ha mignoned d’ar strollad a oa en em gavet e ti-gar Plouared disul goude kreisteiz evit sachañ evezh pennoù bras an SNCF hag ar vro war ar plas a zo da reiñ d’ar brezhoneg ennañ, rak a-benn nebeut e vo achu gant al labourioù reneveziñ. Pedet e oa an implijidi hag […]
Diskouezadeg “Ar brezhoneg war an hent mat !” disul e ti-gar Plouared !
LID-DIGERIÑ AN DISKOUEZADEG “AR BREZHONEG WAR AN HENT MAT!” D’AR SUL 19 A VIZ HERE DA 3 EUR G.K. E TI-GAR PLOUARED Ne ouier ket c’hoazh hag ur plas dereat a vo roet d’ar brezhoneg e ti-gar nevez Plouared… daoust d’al labourioù bezañ damachu ennañ ha daoust d’ar goulennoù stank a zo bet savet gant an […]