Kejet en deus Ai’ta! ouzh dilennidi Sant-Yann-ar-Biz !
Kejet en deus Ai’ta ! asambles gant tud o chom er gumun-se ouzh Maryse Tocquer, maerez Sant Yann ar Biz, hag ouzh René Le Tallec, eil-maer kentañ, evit lakaat ar gaoz war ar plas roet d’ar brezhoneg eno. Ai’ta ! en deus embannet e soñj diwar-benn ar banellerezh divrezhonek nevez-staliet e Sant Yann ar Biz : un druez […]
Oberenn divyezhekaat panellerezh Kampus Tohanig (SVKB), Gwened
E miz Gouel Mikael 2014 e oa bet lidet digoradur ar savadur nevez Skol-Veur Kreistez Breizh a roe bod d’ar gevrenn gwir hag ar panellerezh unyezhek staliet àr ar c’hampus Tohanig e Gwened. Lakaet e oa bet reuz e-kerzh al lid-digeriñ get an dilennidi dre begiñ pegsunioù « E brezhoneg ! en breton » àr an tachad a-berzh. […]
Emvod Ai’ta! Treger digwener e Lannuon
Kentañ emvod Ai’ta! Treger d’ar gwener 21 a viz Du e tavarn ar Valserezed e Lannuon. Emgav da 7 eur 30. War ar stern : – troaid Nedeleg Ai’ta! – dazont stourm an SNCF – poentoù all Digor d’an holl, deuit niverus !
Trouz e Plouared evit bezañ klevet !
Da geñver lid-digoradur ti-gar Plouared, dimeurzh noz, eo deuet stourmerien ha mignoned strollad Ai’ta! da embann o fulor ruz. Rak ur wech c’hoazh e vez graet goap ouzh ar vrezhonegerien gant an SNCF hag ar bolitikerien. Gant an oberenn difeulz-mañ e fell d’ar merc’hed hag ar paotred o rochedoù orañjez embann sklaer ne tegemerint ket ne […]
Trouz evit digoradur ti-gar Plouared
D’ar meurzh 4 a viz Du e oa raktreset “digoradur” ti-gar Plouared, ha deuet eo strollad Ai’ta! da embann pegen furloret e oa, gant binviji trouzus a bep seurt : goude kazi dek vloaz a bedagogiezh evit goulenn brezhoneg en tiez-gar eo erru skuizh ar stourmerien o roched orañjez gant ar goap a ra SNCF […]