Facebook e brezhoneg : ur pezh trec’h evit hor yezh !
Emaomp o paouez lenn en deus embannet Facebook war e bajenn eo bet lañset Facebook e brezhoneg. Da gentañ penn e fell da strollad Ai’ta ! embann e wellañ gourc’hemennoù d’an holl dud o deus poaniet evit ma teuio da wir ar raktres-mañ. Ouzhpenn 10 000 implijer eus Facebook o doa pouezet kreñv kazi 3 bloaz […]
Emvod distro Ai’ta! Treger dimeurzh e Lannuon
Kinnig a ra Ai’ta! Treger un emvod kinnig ar strollad (istor, mont en-dro…) ha prientiñ ar bloavezh stourm evit ar brezhoneg (petra a vo graet, e-pelec’h, gant peseurt palioù…) Dalc’het e vo e ostaleri Ar Valserezed e Lannuon, d’ar meurzh 30 a viz Gwengolo adalek 7 eur 30. Digor eo da dout an dud, ar […]
D’an Naoned evit dazont hor bro hag hor yezh !
Evit an teirvet gwech dindan 6 miz en em gavo ar Vretoned e straedoù an Naoned, a-benn disadorn, evit goulenn groñs ma tistroio al Liger-Atlantel er memes framm melestradurel hag ar pevar departamant all. Kemer perzh a raio strollad Ai’ta! ar wech-mañ c’hoazh rak ouzhpenn dazont Breizh ez eo dazont hor yezh hag hor sevenadur […]
Ar Brest Arena a ro ton d’ar brezhoneg
Strollad Ai’ta! Bro-Leon a zo bet betek ar Brest Arena da geñver al lid digeriñ hag an dorioù-digor a oa aozet d’ar sadorn 13 ha d’ar sul 14 a viz Gwengolo, gant ar pal dizoloiñ ar plas bet roet d’ar brezhoneg er savadur nevez-se. Laouen eo ar strollad o welet ez eus bet roet ur […]
Evit ur gwir politikerezh yezh e Departamant ar Mor-Bihan
Rentet eo bet 100 panell unyezhek hentoù belo (bet divountet e kornôg an departamant) e-kerzh dalc’h Kuzul Meur ar Mor-Bihan d’ar Meurzh 16 a viz Gwenholo. ha reportaj Frañs 3 Breizh “An taol Lagad” Departamant nemetañ kornôg Breizh é nac’hiñ lakaat e pleustr ur panellerezh divyezhek àr e hentoù belo eo bremañ ar Mor-Bihan. Gwelout […]