Ar Brest Arena a ro ton d’ar brezhoneg
Strollad Ai’ta! Bro-Leon a zo bet betek ar Brest Arena da geñver al lid digeriñ hag an dorioù-digor a oa aozet d’ar sadorn 13 ha d’ar sul 14 a viz Gwengolo, gant ar pal dizoloiñ ar plas bet roet d’ar brezhoneg er savadur nevez-se. Laouen eo ar strollad o welet ez eus bet roet ur […]
Evit ur gwir politikerezh yezh e Departamant ar Mor-Bihan
Rentet eo bet 100 panell unyezhek hentoù belo (bet divountet e kornôg an departamant) e-kerzh dalc’h Kuzul Meur ar Mor-Bihan d’ar Meurzh 16 a viz Gwenholo. ha reportaj Frañs 3 Breizh “An taol Lagad” Departamant nemetañ kornôg Breizh é nac’hiñ lakaat e pleustr ur panellerezh divyezhek àr e hentoù belo eo bremañ ar Mor-Bihan. Gwelout […]
19/09/2014 : Emvod distro Ai’ta! Kreiz-Breizh
KEMENADENN Ai’ta! Kreiz-Breizh Strollad Ai’ta! hag a labour abaoe kazi 10 vloaz evit difenn ha broudañ ar brezhoneg war ar pemdez, a ginnig deoc’h un emvod d’ar gwener 19 a viz Gwengolo da 7e30 noz e tavarn-levraoueg “l’Autre Rive” (Restidiou Vraz, Berrien). Neubeut a gumunioù eus Kreiz-Breizh o deus ur bolitikerezh buhezek evit ar brezhoneg. […]
Goulennoù a sav pa lenner Kod Dalloz « Yezhoù Frañs »…
Klevet zo bet komz nevez zo eus ur C’hodig diwar yezhoù Frañs, ennañ ur rak-skrid gant Ministrerez ar Sevenadur dre kazetennoù pemdeziek Breizh. Embannet e fin miz Mae 2o14, ne ‘z eus ket bet kalz a drouz diwar al levrig-mañ, daoust dezhañ bezañ “souezhus” ! Ma kaver e rakskrid It. Filippetti komzoù fromus ha bomus […]
23-24/08/2014 : Emvod-hañv Ai’ta!
D’ar sadorn 23 ha d’ar sul 24 e vo aozet evel bep bloaz “emvod-hañv Ai’ta!”, gant ar pal ober bilañs ar bloavezh paset, prientiñ oberennoù ar mizioù da zont ha tremen ur pennad amzer plijus asambles… E Rostrenenn e vo dalc’het an dibenn-sizhun-se setu ma fell deoc’h kemer perzh e c’hellit kas ur postel da […]