Ai’ta! pedet e Emvod ar Gelted en Oriant
Ai’ta! a vo o terc’hel ur stand diryaou e Emvod ar Gelted en Oriant. Deuit d’hor gwelet war an dachenn kendred eus 11e da 8e noz. Un tabut a vo ivez da 4e25 diwar benn “Emsaviñ, stourm hag aozañ evit ar yezh” gant David ar Gall, Tristan Nedeleg, Killian Gastinger, Herri ar Borgn.
Plas ar brezhoneg e Kreizenn dour ar Blavezh : “Gwelloc’h e c’hellfe bezañ !”
Bremañ m’eo digor Kreizenn dour ar Blavezh e Gwareg e fell da strollad Ai’ta! kreiz Breizh embann e soñj. Kejet en doa ar strollad ouzh Jean-Yves Philippe, prezidant Kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh (KKKB), evit goulenn ma vefe lakaet e plas gant youl ur bolitikerezh poellek evit diorren ar brezhoneg ha broudañ ec’h implij war tachenn KKKB. Embannet en […]
Tañva d’ar brezhoneg gant Ai’ta! e-pad gouel an Erer Kozh
Er bloaz-mañ c’hoazh e vo gwelet Ai’ta! e gouel an Erer kozh evit aozañ prantadoù tañva d’ar brezhoneg, pa vefe evit an dud eus ar vro pe eus a belloc’h. Kantreal a raio skipailh Ai’ta! dre ar gouel, ha betek an tachennoù-kampiñ zoken, eus 3e da 7e d’ar gwener, d’ar sadorn ha d’ar sul, evit […]
Deiz-ha-bloaz laouen Itron Vaerez : 39 panell da c’hwezhañ zo ganeoc’h
ROAZHON, d’ar 8 a viz Gouere 2014. Gant Ai’ta!, ur strollad a stourm evit difenn ha diorren ar brezhoneg er vuhez foran, eo bet distaliet 39 panell eus ti-kêr Roazhon, rentet e stad vat hep glabez, a-benn o zreiñ penn-da-benn. Dalc’homp soñj e youl vat ar Metropol evit reiñ plas d’ar brezhoneg – Roazhon o […]
Hentoù glas ar Mor-Bihan : ar brezhoneg bepred korbellet en hañv 2014
Divountet eo bet tost da 70 panell hentoù belo departamant ar Mor-Bihan. Un doare pikurenn da zegas soñj an oberenn ar strollad Ai’ta! blez ’zo dirak ar c’huzul departamant. Departamant nemetañ kornôg Breizh é nac’hiñ lakaat e pleustr ur panellerezh divyezhek àr e hentoù belo eo bremañ ar Mor-Bihan (pezh zo bremañ degemeret abaoe 2 vlez […]