Ai’ta ! kengred gant Diwan
Ar strollad Ai’ta ! a gas e gemennadenn a genskoazell da Ziwan, marc’h blein ar brezhoneg e Breizh. Evidomp-ni ez eo splann ur wech c’hoazh tagadenn gouarnamant Macron, e vinistr Blanquer ha Thierry Burlot, Richard Ferrand, Jean-Yves Le Drian (…), hag o zeputeed suj, da geñver ar Brezhoneg. Abaoe m’eo bet dilennet ar gouarnamant-se emañ an Emsav […]
Dilennadegoù-kêr 2021
Goulenataet eo bet tud war ar renk evit an dilennadegoù-kêr gant Ai’ta! evit gouzout ar pezh a raktresont evit ar brezhoneg. Pouezus-kenañ eo perzh ar strollegezhioù lec’hel eta evit ma kresko buan al lusk-se ha ma vo respontet asambles d’an dae a zo ganeomp : ober ma vo adperc’hennet ar pezh a zo ul lodenn […]
Serret ar c’hrommelloù
Goude bezañ bet kelaouet un nebeut devezioù–zo gant annezidi, hon eus lakaet war wel panelloù spontus staliet gant Tolpad An Oriant ha Departamant Ar Mor Bihan. Ne c’helle ket an diouer a zoujañs–se chom. Kouezet int a raok ma vefe bet kemeret an alc’hwezhioù 13 ganeomp zoken. Dilennidi o tihuniñ. Strafuilh er servijoù. Kavet ar […]
Ar brezhoneg lakaet etre krommelloù
Sabatuet omp et ‘p hon eus dizoloet ar panelloù nevez bet staliet en Oriant, war an hent departamant a dreuz kêr ha war vord an HD 162, boulouard Leon Blum. Skrivet eo bet ar brezhoneg etre krommelloù, bihanoc’h evit ar galleg hag en italek. Ur bern fazioù a gaver e brezhoneg ouzhpenn-se ! Ur giladenn eo […]
Ploue : un 30 stourmer bennak evit skoazellañ ur stourmerez eus Ai ‘ta ! galvet en archerdi
N’eo ket bet degemeret ar stourmerez gant an archerien benn ar fin D’ar sul 2 a viz C’hwevrer e oa bodet stourmerien eus Ai’ta ! hag o skoazellerien e-tal archerdi Ploue er Mor-bihan evit skoazellañ ur stourmerez galvet en archerdi a-gaoz d’ur c’hlemm a vefe ‘bet savet goude abadenn ar « Breizh Washing » (abadenn livadeg orañjez ur c’harr-boutin […]