Gant ar “Grañtwest” e vo marv ar brezhoneg !
Dre ma c’hoarier ar vazh a-benn klask gwerzhañ, pe vountañ kentoc’h, teuzadur Breizh ha rannvro Broioù al Liger evit sevel ur “Grañtwest” kuit a ene, e sav a enep groñs d’ur seurt raktres strollad Ai’ta !. Ne c’hell ket seurt steuñv teknokrat lakaat klevet c’hoantoù gwir ar Vretoned. Piv a c’hell krediñ e tougfe seurt aozadur […]
Boum Ai’ta! : ouzhpenn 1000 den war doenn Menez Are evit ur skinwel e brezhoneg !
Laouen eo strollad Ai’ta ! gant an devezh aozet gantañ d’ar sul 8 a viz Even e Plouneour-Menez evit goulenn ma vo savet ur wir chadenn skinwel e brezhoneg skignet war Breizh adunvanet. Ouzhpenn 1000 den o deus kemeret perzh er gerzhadeg hag er sonadegoù a zo bet dalc’het e-kichen stign bras ar Roc’h Tredudon, arouez […]
Prest oc’h evit kerzhadeg veur ar Roc’h Tredudon disul ?
A-benn disul, 8 a viz Even, e vo dalc’het e Plouneour-Menez un darvoud a-bouez evit hor yezh hag hor bro : ur gerzhadeg evit goulenn groñs ur chadenn skinwel e brezhoneg evit Breizh adunvanet ! Evit ma tremeno mat an traoù, setu un nebeut evezhiadennoù hag alioù : Emgav a zo roet deoc’h e bourk Plouneour adalek 1 […]
Breizh unvan ha brezhoneg er skinwel !
D’an 19 a viz Ebrel 2014 en doa galvet at strollad Ai’ta! da vanifestiñ e Naoned evit adunvadigezh Breizh e Naoned . Dre ur c’halvadeg war ar prim o deus gellet stourmerien an adunvaniezh tapout un emgav gant Hervé Bochet, eil prezidant Kuzul Departamant Liger Atlantel ha Bertrand Gagnet, kuzulier departamant dimeurzh noz, met chomet eo […]
Ur skinwel evit Breizh, war ar 5 departamant : Pegoulz ?
Komz a reer eus an digreizennañ adarre met n’eo ket hepken un afer a « zidroc’hiñ tiriadoù ». Un afer a varrezgezhioù eo ivez ha dreist-holl war tachenn ar c’hleweled publik. Hag amañ n’eus netra a ya war-raok ! Seurt ur farsadenn e oa lidañ 50 bloaz a skinwel « rannvroel » e 2014 (deiz ha bloaz lidet ivez hervez […]