05
Jun
2014

Breizh unvan ha brezhoneg er skinwel !

D’an 19 a viz Ebrel 2014 en doa galvet at strollad Ai’ta! da vanifestiñ e Naoned evit adunvadigezh Breizh e Naoned . Dre ur c’halvadeg war ar prim o deus gellet stourmerien an adunvaniezh tapout un emgav gant Hervé Bochet, eil prezidant Kuzul Departamant Liger Atlantel ha Bertrand Gagnet, kuzulier departamant dimeurzh noz, met chomet eo […]

27
May
2014

Ur skinwel evit Breizh, war ar 5 departamant : Pegoulz ?

Komz a reer eus an digreizennañ adarre met n’eo ket hepken un afer a « zidroc’hiñ tiriadoù ». Un afer a varrezgezhioù eo ivez ha dreist-holl war tachenn ar c’hleweled publik. Hag amañ n’eus netra a ya war-raok ! Seurt ur farsadenn e oa lidañ 50 bloaz a skinwel « rannvroel » e 2014 (deiz ha bloaz lidet ivez hervez […]

20
May
2014

Deuit gant Ai’ta! war hentoù ar Redadeg !

 A-benn disadorn e loc’ho ar pevare Redadeg evit ar brezhoneg : eizhteiz noz ha deiz war an hentoù evit yezh hor bro. Evel-just e redo zili ha mignoned Ai’ta ! evit ar brezhoneg e meur a lec’h : e Ploubêr (Treger – kilometr 50 disadorn da 22e26), e Roazhon (kilometr 331 dilun da 5e51) hag e Groñwel […]

15
May
2014

Galv Ai’ta! d’ar geodedourien, strolladoù politik, sindikadoù, kevredigezhioù…

Ar strollad Ai’ta ! hag a labour evit difenn ha broudañ ar brezhoneg a zo o sevel ur pezh darvoud fest ha stourm a vo dalc’het d’an 8 a viz Even 2014, er menezioù Are, e Plouneour-Menez. Pal an darvoud-se eo goulenn groñs ma vo krouet ur chadenn skinwel a roio o flas gwir d’hor yezh […]

04
May
2014

Kentañ emvod Ai’ta! Treger dimeurzh en Lannuon

Kentañ emvod gant Ai’ta! Treger dimeurzh, 6 a viz Mae, da 8 eur e tavarn ar Valserezed e Brelevenez. War ar stern : aozadur ar gerzhadeg evit ar brezhoneg er skinwel kemer perzh er Redadeg poentoù all… Digor eo d’an holl, deuit niverus !

Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 (kemmet e 2004), diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc’h hag a zo bet dastumet.