Ai’ta! a gej ouzh prezidant Kumuniezh Kumunioù Kreiz Breizh
Ar strollad Ai’ta ! en deus kejet ouzh Jean-Yves Philippe, prezidant KKKB, evit goulenn gantañ kas ar brezhoneg war-raok en holl bolitikerezhioù savet gant ar gumuniezh kumunioù. Ouzhpenn staliañ panelloù e brezhoneg ‘zo d’ober : ret eo lakaat ar pouez war ar vugale hag ar re yaouank rak gante emañ dazont hor yezh. Setu petra ‘zo kaoz […]
An Ardeven : hep stourm ne vezer ket trec’h !
Ar brezhoneg o vont war-raok gant sikour nerzh Ai’ta!, ha dreist-holl hor stourmer Tristan. Araokadennoù en eskemm da 300€ a dell-gastiz… Hep stourm ne vezer ket trec’h !
Ur stourmer galvet 2 vloaz goude un oberenn !
Gervel a ra strollad « Ai’ta ! » HAG ar gevredigezh skoazell « Mignoned Ai’ta ! » da zont niverus dirak archerdi Montroulez d’ar merc’her 23 a viz ebrel, da 9e00 mintin. Dibaoe meur a viz e vez gwasket muioc’h-mui stourmerien Ai’ta ! gant an archerien hag ar boliserien : en tu all d’an daou brosez a zo bet […]
Manifestadeg adunvaniezh Breizh en Naoned d’ar sadorn 19 a viz Ebrel 2014
Adunvaniezh melestradurel Breizh, ur goulenn reizh ha diazez evit amzer da zont ar brezhoneg e Liger-Atlantel. Ai’ta! a oar pegen disrannet eo Breizh gant al Liger-Atlantel lakaet da gostez abaoe re bell. Direizh eo deomp. Ar bolitikourien a zo kiriek da vat en afer-se. Splann eo e vez graet an dra-se war goust hor sevenadur […]
Gwasket gant an archerien, stourmerien Ai’ta! a nac’ho mont d’o c’haout !
Dibaoe meur a viz e vez gwasket muioc’h-mui stourmerien Ai’ta ! gant an archerien hag ar boliserien : en tu all d’an daou brosez a zo bet dalc’het e dibenn 2013 e vez galvet stourmerien stank-ha-stank evit « aferioù a sell ouzhoc’h »… un doare simpl hag efedus d’ar stad C’hall da waskañ an dud a glask sevel o […]