20
Apr
2014

Manifestadeg adunvaniezh Breizh en Naoned d’ar sadorn 19 a viz Ebrel 2014

Adunvaniezh melestradurel Breizh, ur goulenn reizh ha diazez evit amzer da zont ar brezhoneg e Liger-Atlantel. Ai’ta! a oar pegen disrannet eo Breizh gant al Liger-Atlantel lakaet da gostez abaoe re bell. Direizh eo deomp. Ar bolitikourien a zo kiriek da vat en afer-se. Splann eo e vez graet an dra-se war goust hor sevenadur […]

09
Apr
2014

Gwasket gant an archerien, stourmerien Ai’ta! a nac’ho mont d’o c’haout !

Dibaoe meur a viz e vez gwasket muioc’h-mui stourmerien Ai’ta ! gant an archerien hag ar boliserien : en tu all d’an daou brosez a zo bet dalc’het e dibenn 2013 e vez galvet stourmerien stank-ha-stank evit « aferioù a sell ouzhoc’h »… un doare simpl hag efedus d’ar stad C’hall da waskañ an dud a glask sevel o […]

06
Apr
2014

Emvod Ai’ta! Treger dimeurzh en Lannuon

Evel bep eilvet meurzh ar miz en em vodfomp dimeurzh da dont (8 a viz Ebrel) e tavarn ar Valserezed en Lannuon, adal 8 eur noz (Deuit niverus ha bezit d’an eur mar plij!). Digor eo an emvod d’an holl dud, ha pa ne ouifent ket brezhoneg ! Setu ar roll labour (kinniget) : bilañs […]

22
Mar
2014

Bilañs an oberenn « dilennadegoù-kêr 2014 hag ar brezhoneg »

E deroù miz Genver 2014 en deus boulc’het ar strollad Ai’ta !, hag a zifenn ar brezhoneg, gant sikour 7seizh.info, ur c’houlzad war‐zu an dud war ar renk evit an dilennadegoù-kêr. Pal an oberenn‐mañ a oa goulennata anezho diwar-benn ar brezhoneg : petra a raint evit hor yezh ma vint dilennet ? Ar wech kentañ e oa […]

18
Mar
2014

Votadegoù kêr – Emvod foran e Lannuon

Ai’ta! a ginnig un emvod foran d’ar merc’her 19 a viz Meurzh da 8 eur noz e kreizenn Savidan Lannuon. Eno e vo rentet kont deus ar pezh a zo bet respontet gant an dud war ar renk er gumun p’hon eus goulennet gante petra a rafont evit ar brezhoneg ma vefent dilennet. Digor eo […]

Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 (kemmet e 2004), diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc’h hag a zo bet dastumet.