Ai’ta! en em gav get maer Gwened ha den àr ar renk evit an dilennadegoù-kêr
Un emvod zo bet diriaou 27 a viz C’Hwevrer etre ar strollad Ai’ta ! ha maer Gwened, ha den àr ar renk evit an dilennadegoù-kêr. Kinniget eo bet d’ar maer un teul ispisial savet genomp a-benn adkavout un nerzh nevez get ti-kêr Gwened evit broudiñ ar brezhoneg er vuhez foran. Al lizher kabaliñ « peseurt plas evit brezhoneg ? » […]
Ai’ta! Treger a gej ouzh an dud war ar renk e Lannuon !
Pevar den deus strollad Ai’ta! Treger o deus kejet ar sihzun-mañ ouzh Christian Marquet, maer Lannuon hag e penn listenn PS/PC evit derc’hel e bost, koulz hag ouzh tud listenn Cédric Seureau (EELV/UDB/FG). An daou emgav kentañ-se a zo bet un digarez a-feson evit goulennata an dañvez-dilennidi diwar-benn ar pezh emaint en sell d’ober evit […]
Staj disentiñ : lakait buan hoc’h anv !
D’an 8 a viz Meurzh e kinnigo Ai’ta! ur stummadur war an disentidigezh e presbital kozh Landelo. Emgav eno adalek 9 eur 30, da 10 eur e krogo. A-benn 6eur d’abardaez e vo achu. Ar re a fello dezhe a c’hallo chom ganimp diouzh an noz (degas un dra da zebriñ ha da evañ neuze). […]
Dilennadegoù-kêr 2014 : Goulennit digant an dud war ar renk peseurt plas a vo roet d’ar brezhoneg
Kinnig a reomp d’an holl dud a fell dezho derc’hel bev hor yezh kemer perzh er c’houlzad « Dilennadegoù 2014 hag ar brezhoneg ». Eus miz Genver betek miz Meurzh e pado an oberenn-mañ. Kensavet eo bet al luskad-mañ gant ar strollad Ai’ta! ha 7Seizh.info A-drugarez da labour ar muiañ posubl a dud a youl vat e teuimp […]
SAB-ARB : Boum e Roc’h Tredudon !
Emvod-kelaouiñ “kuzh” ar strollad Ai’ta! dindan an anv SAB-ARB (Skinwel Ar Brezhoneg – Audiovisuel résolument bilingue) : War an ton bras e vez lidet hanter-kant 50 vloaz a skinwel sañset « rannvroel », pa chom treut-ki plas hor yezh er skinwel publik : 1 e 30 a abadennoù bep sizhun (ha ne vez ket mui […]