Nedeleg laouen !
Tremenet eo Tad-Kozh an Nedeleg da welet brezhonegerien bro Dreger, evel ma oa bet prometet gantañ. Deuet e oa gant e garr-samm sachet gant e lutuned. Daoust d’an amzer lous e oant deuet stank pe stankoc’h e Gwengamp, Montroulez, Plistin ha Lannuon da lenn o lizheroù-profoù ha da gontañ kaozioù e yezh ar vro, keit […]
Tad-kozh an Nedeleg e bro Dreger disadorn !
Hopala, trouz a vo er vro ! Divinit piv a deuio da sikour ar strollad Ai’ta! en e stourm evit ar brezhoneg ? An tad Nedeleg e-unan ! Hennezh hag a oar kement yezh ‘zo er bed a oa dipitet bras peogwir ne reseve lizher ebet e brezhoneg abaoe pell a oa. « Poent bras […]
Ai’ta ! e tiskutiñ get Tolpad-kêrioù Gwened
D’an 12 a viz an Azvent e oa bet un emgav etre ar strollad Ai’ta ! ha prezidant tolpad-kêrioù Gwened (24 kumun enni), Ao Pierre Le Bodo hag e rener servij ar sevenadur hag ar sport, Ao David Kerdelant. Dalc’het eo bet seurt un emgav da heul hon oberenn « divyezhekkat » ur bus (e Gwenholo 2013) a […]
Brezhoneg er Post : ouzhpenn 30 lizher skoazell roet da renerez Ar Post e Breizh
Kejet o deus tud Ai’ta ! ouzh Anne Nicolas, renerez Ar Post e Breizh, d’ar yaou 12 a viz Kerzu. Pal an emgav a oa labourat ha mont war-zu un emglev evit ma vo talvoudekaet ar brezhoneg ez-ofisiel en tier-post e Breizh, evel m’eo bet sinet nevez ‘zo gant Ar Post en Elzas hag e […]
Emvod Ai’ta! Treger e Lannuon
D’ar meurzh 10 a viz Kerdu, da 8 eur noz, en ostaleri « Ar Valserezed » e Brelevenez (Lannuon). War ar stern : ti-gar Plouared / SNCF : bilañs ar fest-deiz hag oberennoù da dont prientiñ troiad Tad-kozh an Nedeleg e bro Dreger traoù all Digor d’an holl evel-just !