Ai’ta! war an dachenn : darvoudoù da zont…
En devezhioù-mañ e c’hoarvez kalzig a draoù gant Ai’ta!, sed aze ar program : Fest-deiz Zovach e ti-gar Plouared da 3e d’ar sadorn 7 a viz Kerzu. Deuit niverus, plijadur ‘vo ! Bodadeg e Roazhon d’al lun 9 a viz Kerzu evit disoc’h prosez stourmer Bro Fouen. Emgav da 8e30 vintin dirak Breujoù Breizh – […]
SNCF : fest-deiz e ti-gar Plouared evit bezañ klevet !
Betek miz Kerzu e vo labourioù e ti-gar Plouaret evit ma teufe da vezañ ur pol eskemm liesvodel. Peadra da welout el labourioù-se an digouezh da reiñ he flas da yezh ar vro. E deroù 2013 en doa skrivet Aï’ta da bennoù bras ar rannvro, an SNCF ha kumuniezh kumunioù Beg ar C’hra evit goulenn […]
Ai’ta! en em gavo gant Ar Post adarre !
Pa gejo Ai’ta ! gant renerez Dileuriadur ar Post evit rannvro Breizh e vanko d’ar strollad kaout diganti engouestloù sklaer hag araokadennoù fetis evit ma kresko buan plas ar brezhoneg er Post ! An itron Anne Nicolas, renerez Dileuriadur ar Post evit rannvro Breizh, a zegemero dileuridi eus Ai’ta ! Breizh, e Roazhon, d’an 12 a viz Kerdu ; […]
Lez-varn galv Roazhon : ur prosez nerzhus evit hor yezh !
D’al lun 18 a viz Du 2013 oa barnet unan ac’hanomp, Padrig, stourmer eus Ai’ta !. E lez-varn galv Roazhon oa glavet. Rebechet oa dezhañ bout lakaet pegsunioù « E brezhoneg ! – Ai’ta ! » war panelloù divrezhoneg e gornad vro. Barnet oa bet ur wech kentañ da 7500 € hep tro dezhañ d’em zifenn. Soñj Ai’ta ! […]
Ur stourmer deus Ai’ta! barnet e Roazhon d’an 18 a viz Du !
Ur stourmer deus Ai’ta ! en em gavo dirak lez-varn galv Roazhon d’an 18 a viz Du. Eno e vo barnet evit bezañ « skritellaouet dafar-hent ». E miz Kerzu 2012 e oa bet barnet ha kondaonet dija, hep n’en dije gellet en em zifenn, da baeañ ouzhpenn 7000 euro evit bezañ staget pegsunioù « E brezhoneg ! » ouzh panelloù […]