Skol-veur Ai’ta ! e Rostrenn : eskemmoù, sonerezh ha paledoù !
Setu disoc’h emgav Ai’ta ! e Rostrenn. Un ugent bennaket a dud o deus kemeret perzh en daou zevezh « skol-veur », ha plijadur ‘zo bet hardi-piti ! Frouezhus eo bet an eskemmoù ivez, rak gallet hon eus sevel steuñv ar bloavezh stourm da zont. Hep diskuliañ pep tra e c’hallomp lavaret e vo savet dizale ur gevredigezh skoazell […]
Ur stourmer deus Ai’ta! galvet gant archerien Rostrenn !
Un den zo bet galvet gant archerien Rostrenn disul, 25 a viz Eost, da 3 eur, evit bezañ goulennataet da heul ur c’hlemm savet a-enep ar strollad hag a stourm evit ar brezhoneg. C’hoarvezout a ra ar c’halvadenn-mañ dres d’ar poent ma oa tud Ai’ta war-nes en em vodañ e Rostrenn evit prientiñ o oberennoù […]
Brezhoneg e ti touristed Plistin !
E miz Genver en doa skrivet Ai’ta ! Treger da dilennidi Lannuon Treger Tolpad Kêrioù evit sachañ o evezh war ar fed e oa boulc’het labourioù ti an douristed e Plistin hep na vefe kemeret e kont yezh ar vro. Goude bezañ kejet deus Joël Le Jeune, prezidant LTTK, hon eus gwelet ti touristed Plistin […]
Kemerit perzh e “skol-veur hañv” Ai’ta!
Evel kalz a strolladoù e kinnig deoc’h Ai’ta! kemer perzh en e “skol-veur hañv” : daou zevezh evit eskemm, kaout plijadur asambles ha prientiñ un tamm ar pezh a vo graet er mizioù da zont… D’ar sadorn 24 ha d’ar sul 25 a viz Eost e Rostrenn War ar stern e vo lakaet, e-mesk traoù all […]
Ai’ta! e Gouel Penn ar Bed !
Ar wech kentañ a oa da Ai’ta ! bezañ degemeret e festival Kraozon. Ur skipailhig daou zen en deus labouret a youl vat evit brezhonekaat panellerezh ar gouel. Ha labour ‘zo forzh pegement pa ouier ez eus ouzhpenn 3 000 panell war dachenn Landaoudeg ha tro-war-dro, an holl anezhe livet gant an dorn ! Setu evit ar bloaz […]