22/06 – Staj Ai’ta! e Kawan… digor eo d’an holl !
A-raok mont da c’hoari krampouezh war an aodoù (?!) e kinnig Ai’ta! deoc’h ur stummadur war ar mod da sevel, da brientiñ ha da gas un oberenn disentiñ. Choaz ur pal hag strategiezh, tuta, prientiñ an dafar, bezañ gwelet er mediaoù… Reiñ ur rol da bep hini ha dont a-benn d’ar palioù lakaet… Ober war-dro an […]
Panellerezh hentoù-belo ar Mor-Bihan kempennet get Ai’ta!
D’ar Sadorn 8 a viz Mezheven mintin e oa aozet un oberenn get Ai’ta Bro Gwened. Divontet eo bet panelloù belo nann divyezhek get stourmerion Ai’ta ! ha staget doc’h porzhrastell departamant ar Mor-Bihan. Daoust e vez staliet panelloù hentoù-belo divyezhek get kumunioù àr an oad èl Lokmaria-Kaer pe An Oriant e kendalc’h an departamant da […]
Ai’ta! degemeret gant ar gannadez Corinne Erhel
Goude ur goulenn emgav bet savet pell ‘zo eo bet degemeret ar strollad Ai’ta! gant Corinne Erhel, kannadez Lannuon, d’al lun 3 a viz Even. Tri ezel ar strollad Ai’ta! a zo bet o welet Corinne Erhel gant ar pal goulenn diganti he ali diwar-benn 56vet promesa François Hollande, da lâret eo gwirekaat karta ar yezhoù […]
Ai’ta! dirak ti ar c’hentañ ministr, Jean-Marc Ayrault !
Hirie beure eo bet stanket ti ar c’hentan ministr Jean-Marc Ayrault e Sarzhav gant Ai’ta! Goulenn a reomp grons ma vo sevenet ar pezh a oa bet prometet warlene gant François Hollande : peursinan karta Europa ar yezhoù minorel. Derc’hel a ra ar Stad C’hall da ziskar hor yezh : ar panelloù divrezhonek dastumet ganimp […]
Brezhoneg war an hentoù glaz… emañ Aodoù an Arvor o tivuniñ !
Pell ‘zo dija e c’houlenn Ai’ta ! ma vo talvoudekaet ar brezhoneg en holl bolitikerezhioù graet gant Kuzul-Meur Aodoù an Arvor. Abaoe 2012 e vez kempennet hentoù-belo hag hentoù-glaz gant an departamant, divrezhonek-tout evel-just… daoust d’ar pezh a vez graet e Penn ar Bed da skwer. Setu ‘meump skrivet da Claudy Lebreton evit degas da soñj […]