Arc’hant evit Itron Varia Pariz… hag evit ar brezhoneg ?
Lizher digor da zilennidi Rannvro Breizh, reoù ar 5 departamant hag ar strollegezhioù lec’hel sinet gant 40ad kevredigezh pe strollad . D’an 13 a viz Kerzu hor boa sachet evezh ar Rannvro war stad an traoù evit ar brezhoneg, da-heul an enklask sokio-yezhoniel kaset e-kerzh an hañv 2018. Dibaoe n’hon eus gwelet araokadenn ebet. Gwall […]
Galv da vanifestiñ : ur stourmer eus Ai’ta! galvet gant an archerien e Gwital
Daoust d’ar panelloù divyezhek kentañ bezañ bet staliet gant an DIRO war hentoù ar Stad ne ya ket an traoù war-raok gwall vuan : panell nevez ebet dibaoe ! Livañ gevier a ra an DIRO, ha rannvro Breizh ne ra ket forzh daoust d’an engouestloù bet sinet gant an daou du en emglev Stad/rannvro. Gwashoc’h […]
Kuzul Rannvro: ur budjed mezhus evit ar brezhoneg
Ar sizhun-mañ e vo votet budjed ar brezhoneg gant dilennidi Rannvro Breizh ar sizhun-mañ. Ur wech ouzhpenn eo reuzeudig ar budjed kinniget gant Skipailh Loig Chesnais Girard. Mont a ra a-enep ar pezh ‘zo bet lavaret ha skrivet gant prezidant ar Rannvro abaoe mizioù: ” Muioc’h eget biskoazh emañ ar C’huzul Rannvro o labourat”, “kinnig […]
Politikerezh yezh « nevez » ar Rannvro : Un taol bazh en dour !
Ar sizhun-mañ e vo kinniget da dilennidi Kuzul Rannvro Breizh asantiñ « henchadurioù ar Rannvro evit ar politikerezh nevez evit yezhoù Breizh ». Met n’eus araokadenn fetis ebet er raktres-se. Displegañ a ra Loig Chesnais-Girard en danevell eo pouezusoc’h derc’hel darempredoù mat gant servijoù ar Stad eget pouezañ da vat evit kas an traoù war-raok […]
Manifestadeg e Roazhon d’an 8 a viz Kerzu
ADUNVANIÑ : BETEK AN TREC’H ! Eno edomp e Naoned d’an 29 a viz Gwengolo hag eno e vimp e Roazhon d’an 8 a viz Kerzu evit ar vanif-distro ! Deomp-ni d’en em aozañ evit kas an adunvanidigezh da benn, den na raio en hor plas. War bep tachenn ez eus da c’hounit evit hor […]