Izili Ai’ta! a aozo kentelioù brezhoneg a-gleiz hag a-zehou en Erer kozh
Kontant eo Ai’ta! da gemer perzh ur wech c’hoazh da Gouel An Erer Kozh. Bihanoc’h ‘vo plas ar strollad ar bloaz-mañ avat. Met memestra, kinniget eo bet d’an aozerien ur mod nevez d’ober : ne vo stand ebet ken, met 3 den o pourmen er gouel da rein kentelioù brezhoneg d’ar re o do c’hoant. […]
Obererezh 56 : Hollande, dalc’h soñj !
A-benn warc’hoazh, 1añ a viz Gouere, e teuio prezidant ar Stad C’hall d’an Oriant evit digeriñ war an ton bras ospital nevez e gamalad Jean-Yves. Ar wech diwezhañ e oa deuet d’an Oriant e miz Ebrel 2012 da vare eil tro an dilennadegoù. An danvez prezidant François Hollande en doa prometet war ar groaz e vefe peurwiriekaet karta Europa […]
François Hollande e Bro-Gwened : dihunomp !!
A-benn dilun e teuio prezidant ar Stad C’hall d’an Oriant evit digeriñ war an ton bras ospital nevez e gamarad Jean-Yves. Ar wech diwezhañ e oa deuet d’an Oriant e miz Ebrel 2012 da vare eil tro an dilennadegoù. An danvez prezidant François Hollande en doa prometet war ar groaz e vefe peursinet karta Europa […]
Gouel Mamm Douar, Ai’ta! vo war an dachenn (29/06/2013 – Sant-Nolf 56)
Ai’ta! zo bet pedet gant aozerien ar Gouel Mamm Douar hag a vo dalc’het e Sant Nolf d’ar sadorn 29 a viz Even. Trugarez neuze da Ingalañ (marc’had reizh) da reiñ ur blas deomp war an tachenn hag evit ar souten a gasont d’hor yezh. Ha piv oar, marteze e tremeno Manu Chao dre hor stand-ni […]
Skol-Veur Kreisteiz Breizh (SKB) : lizher digor d’ar Prezidant
D’an 19 a viz Mezheven hon doa skrivet da Brezidant Skol-veur Kreistez Breizh evit goulenn ur panellerezh e brezhoneg e kevrenn ar gwir e kampus Tohanig e Gwened nevez savet ha ma vo kemeret e kont plas ar brezhoneg e monet en dro ar skol-veur. Aotrou Prezidant, El ma ouiet marse emañ Ai’ta ! ur strollad […]