Panellerezh hentoù-belo ar Mor-Bihan kempennet get Ai’ta!
D’ar Sadorn 8 a viz Mezheven mintin e oa aozet un oberenn get Ai’ta Bro Gwened. Divontet eo bet panelloù belo nann divyezhek get stourmerion Ai’ta ! ha staget doc’h porzhrastell departamant ar Mor-Bihan. Daoust e vez staliet panelloù hentoù-belo divyezhek get kumunioù àr an oad èl Lokmaria-Kaer pe An Oriant e kendalc’h an departamant da […]
Ai’ta! degemeret gant ar gannadez Corinne Erhel
Goude ur goulenn emgav bet savet pell ‘zo eo bet degemeret ar strollad Ai’ta! gant Corinne Erhel, kannadez Lannuon, d’al lun 3 a viz Even. Tri ezel ar strollad Ai’ta! a zo bet o welet Corinne Erhel gant ar pal goulenn diganti he ali diwar-benn 56vet promesa François Hollande, da lâret eo gwirekaat karta ar yezhoù […]
Ai’ta! dirak ti ar c’hentañ ministr, Jean-Marc Ayrault !
Hirie beure eo bet stanket ti ar c’hentan ministr Jean-Marc Ayrault e Sarzhav gant Ai’ta! Goulenn a reomp grons ma vo sevenet ar pezh a oa bet prometet warlene gant François Hollande : peursinan karta Europa ar yezhoù minorel. Derc’hel a ra ar Stad C’hall da ziskar hor yezh : ar panelloù divrezhonek dastumet ganimp […]
Brezhoneg war an hentoù glaz… emañ Aodoù an Arvor o tivuniñ !
Pell ‘zo dija e c’houlenn Ai’ta ! ma vo talvoudekaet ar brezhoneg en holl bolitikerezhioù graet gant Kuzul-Meur Aodoù an Arvor. Abaoe 2012 e vez kempennet hentoù-belo hag hentoù-glaz gant an departamant, divrezhonek-tout evel-just… daoust d’ar pezh a vez graet e Penn ar Bed da skwer. Setu ‘meump skrivet da Claudy Lebreton evit degas da soñj […]
Roomp frankiz d’an energiezhioù e Breizh !
D’ar yaou 4 a viz Ebrel eo en em gavet Ai’ta! gant un dek aozadur bennak evit ur galv a-unan. Goude bezañ en welet meur a wech asambles eo en em glevet 9 aozadur gentañ war un destenn gant 4 goulenn evit muioc’h a zemokratelezh e Breizh. Pediñ a reomp an holl da lenn amañ […]