Ai’ta! degemeret gant renerez Ar Post e Breizh !
Izili deus ar strollad Ai’ta ! zo bet degemeret e Roazhon d’ar 27 a viz Meurzh gant Anne Nicolas, renerez nevez Ar Post e Breizh. Dibaoe meur a vloaz e c’houlennomp ma vo talvoudekaet ar brezhoneg en tier-post e Breizh : staliañ panelloù en div yezh, lakaat war-wel an implijidi brezhonegerien, kaout tu da choaz ar brezhoneg […]
Skinwel e Breizh : Ai’ta! a respont da brezidant ar Rannvro !
Pierrick Massiot en deus kemennet e oa fachet bras dre ur gemennadenn d’ar gazetennerien kaset d’an 19 a viz Meurzh “un oberenn hep diazez…” (“gweladenn” Ai’ta ! d’ar sadorn 15 a viz Meurzh war savadur rannvro Breizh e Roazhon) en ur lâret n’en doa ket gortozet Ai’ta evit gervel ar gouarnamant hag ar c’hentañ ministr […]
François Hollande : treitour, mallozh dit !
Nevez ‘zo hon eus klevet ne vo ket kemmet ar Vonreizh evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù « rannvro ». Gant se ne vo ket posubl d’ar Stad C’Hall peursinañ karta Europa ar Yezhoù Minorel. Fellout a ra da strollad Ai’ta ! diskuliañ emzalc’h François Hollande hag e vinistred a-orin deus Breizh : treitourien int rak […]
Ar Rannvro aloubet gant Ai’ta!
D’ar 21añ a viz Meurzh en em vodo kuzulierien Rannvro Breizh evit votiñ o lod diwar-benn an danvez-lezenn digreizennañ hag a zo war ar stern. Setu un degouezh dibar evit ma vo savet ur wir chadenn bublik divyezhek evit Breizh ! Dalc’het hon eus soñj en doa votet a-unvouezh ar c’huzul rannvro, e 2004, ur steuñv […]
Respont Ai’ta! da vaerez Kastellin !
E deroù ar sizhun-mañ e embanne Gaëlle Nicolas, maerez Kastellin, he soñj diwar-benn ar brezhoneg. Sellit ouzh ar pennad-skrid da heul : http://www.ouest-france.fr/actu/actuLocale_-Le-breton-n-est-pas-notre-cheval-de-bataille_29026-avd-20130311-64724707_actuLocale.Htm Setu amañ al lizher kaset dezhi ha d’ar mediaoù gant Ai’ta! Madame le Maire, Notre collectif Ai’ta! milite de façon pacifique et non-violente pour défendre et promouvoir la place de la […]