17
Mar
2013

Ar Rannvro aloubet gant Ai’ta!

D’ar 21añ a viz Meurzh en em vodo kuzulierien Rannvro Breizh evit votiñ o lod diwar-benn an danvez-lezenn digreizennañ hag a zo war ar stern. Setu un degouezh dibar evit ma vo savet ur wir chadenn bublik divyezhek evit Breizh ! Dalc’het hon eus soñj en doa votet a-unvouezh ar c’huzul rannvro, e 2004, ur steuñv […]

14
Mar
2013

Respont Ai’ta! da vaerez Kastellin !

E deroù ar sizhun-mañ e embanne Gaëlle Nicolas, maerez Kastellin, he soñj diwar-benn ar brezhoneg. Sellit ouzh ar pennad-skrid da heul : http://www.ouest-france.fr/actu/actuLocale_-Le-breton-n-est-pas-notre-cheval-de-bataille_29026-avd-20130311-64724707_actuLocale.Htm Setu amañ al lizher kaset dezhi ha d’ar mediaoù gant Ai’ta! Madame le Maire,             Notre collectif Ai’ta! milite de façon pacifique et non-violente pour défendre et promouvoir la place de la […]

08
Mar
2013

Brezhoneg e Lannuon : poent eo cheñch tizh !

Hirie he deus kinniget kevrenn Ai’ta ! Treger un oberenn nevez e kreiz-kêr Lannuon : distaliañ an holl banelloù “takad 30” bet staliet gant an ti-kêr warlene.  Petra ‘zo kaoz, ‘mut-hu ? Divrezhonek int tout, daoust d’ar pezh a oa bet sinet gant ar gumun er garta “Ya d’ar brezhoneg” ha d’ar pezh en devoa lâret […]

26
Feb
2013

Brezhoneg berzet war an hentoù-tizh: skrivet en deus J-J.Urvoas da vManuel Valls !

D’ar 26 a viz Genver e tistalie ar strollad Ai’ta ! panelloù-henchañ an hent-tizh 165, da geñver Kemper. Kement-mañ a oa bet graet evit diskuliañ doareoù ober ar Stad hag a zalc’h da virout ouzh ar brezhoneg war an hentoù-tizh e Breizh. Da c’houde an oberenn arouezius-se en deus skrivet Jean-Jacques Urvoas da vManuel Valls, […]

23
Feb
2013

Ai’ta! e pep lec’h… betek e-barzh “Pomme d’Api” !

Ur souezhadenn fentus e-barzh niverenn miz Meurzh ar gelaouenn « Pomme d’Api » : un dresadenn vrav a ziskouez ur gêriadenn e Breizh. A bep seurt tud hag a bep seurt traoù a gaver enni : tud o pourmen war an aod, peizanted o labourat er parkeier, ur skol Diwan… ha betek ur pezh-mell pegsun Ai’ta ! ouzh ur […]

Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 (kemmet e 2004), diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc’h hag a zo bet dastumet.