Brezhoneg er skinwel : pennoù bras Fr3 a ra goap !
Berzh o deus graet ar bodadegoù aozet dec’h (ouzhpenn 700 den e Brest, Roazhon ha Naoned, bodet dindan berr amzer). Sevel a ra pennoù bras Fr3 a-du gant ur chadenn “rannvro” evit Breizh. Gwelet e vo… Hag evit ar brezhoneg, ‘mut-u ? Setu ar pezh a lâre François Guilbeau, rener meur Fr3, goulennataet dec’h da […]
Fest Noz Ai’ta! e Brest
Plijadur a zo bet forzh pegement disadorn da noz dindan ti-kêr Brest evit gouel Ai’ta! evel bep bloaz. Niverus e oa an dud deuet da gemer perzh evit souten oberoù hor strollad Ai’ta! Tud yaouank a vil vern a veze gwelet, ha brezhoneg en o beg. Kement ha bezañ hol asambles eo bet degaset da […]
Panelloù an hent bras distaliet gant Ai’ta! e Kemper
Difennet eo ar brezhoneg war an hentoù-bras, e-lec’h ma dremen ar muiañ a dud bemdez. Derc’hel a ra ar Stad da staliañ panelloù e galleg nemetken, nepell diouzh panelloù en div yezh staliet gant strollegezhioù lec’hel. Peseurt poell ? E 2008 e oa bet kemmet Bonreizh ar Republik o lâret e oa “an holl yezhoù […]
Ur chadenn dele publik divyezhek evit ar Vretoned, diouzhtu !
Manifestadeg d’an 9 a viz C’Hwevrer 2013 evit un tele publik divyezhek evit ar Vretoned Emgav da 3 eur g.k. dirak burevioù Frañs 3 e Brest, Naoned ha Roazhon « Ur chadennad tud evit goulenn groñs ur gwir chadenn dele bublik divyezhek evit Breizh… evel e Korsika ! » Emañ ar raktres lezenn diwar-benn an digreizennañ o […]
N’eo ket degemeret mat ar brezhoneg e ti-post Bear !
« Bienvenue – Degemer mat » Setu petra a zo skrivet war jiletennoù implijidi ti-post Karaez, e-lec’h ma kaver ivez panelloù en div yezh abaoe un toullad mizioù bremañ. N’eo ket ken c’hwek an degemer e ti-post Bear avat : ar renerez n’he deus ket plijet dezhi an oberenn kizidikaat ar pratikoù graet disadorn gant hor strollad, […]