24
Jan
2013

Ur chadenn dele publik divyezhek evit ar Vretoned, diouzhtu !

Manifestadeg d’an 9 a viz C’Hwevrer 2013 evit un tele publik divyezhek evit ar Vretoned Emgav da 3 eur g.k. dirak burevioù Frañs 3 e Brest, Naoned ha Roazhon  « Ur chadennad tud evit goulenn groñs ur gwir chadenn dele bublik divyezhek evit Breizh… evel e Korsika ! » Emañ ar raktres lezenn diwar-benn an digreizennañ o […]

20
Jan
2013

N’eo ket degemeret mat ar brezhoneg e ti-post Bear !

« Bienvenue – Degemer mat » Setu petra a zo skrivet war jiletennoù implijidi ti-post Karaez, e-lec’h ma kaver ivez panelloù en div yezh abaoe un toullad mizioù bremañ. N’eo ket ken c’hwek an degemer e ti-post Bear avat : ar renerez n’he deus ket plijet dezhi an oberenn kizidikaat ar pratikoù graet disadorn gant hor strollad, […]

17
Jan
2013

Disadorn, lid-digeriñ an diskouezadeg “ar brezhoneg er post” e Bear !

Emañ ti-post Bear o paouez bezañ adkempennet, ha daoust d’ar goulennoù n’eo ket bet kemeret ar brezhoneg e kont. Kontant eo neuze ar strollad Ai’ta ! da bediñ ac’hanoc’h da dont da lid-digeriñ an diskouezadeg “Ar brezhoneg er Post“, disadorn, 19 a viz Genver, adalek 11eur dirak ti-post Bear. En diskouezadeg-se e vo moaien da […]

14
Jan
2013

Bodadeg dirak Kuzul-meur Penn-ar-Bed diriaou !

“BEV EO AR BREZHONEG, HA STOURM A RIMP EVIT MA CHOMO GWIR !” Setu petra a fell da luskad Ai’ta ! degas da soñj da bPierre Maille, diriaou, 17 a viz Genver, da geñver lid ar bloavezh nevez hag a vo dalc’het adalek 6 eur noz e Kuzul-Meur Penn-ar-Bed, e bali Dupleix e Kemper. D’ar […]

13
Jan
2013

Fest-Noz Skoazell Ai’ta!

Deuit holl da sikour Ai’ta! da vont war raok er stourm evit ar brezhoneg. D’ar sadorn 02 a viz c’hwevrer e vo dalc’het fest noz bras Ai’ta! e Brest (dindan an ti-kêr) gant ar sonerien mañ : DJ Miss Blue (Breizh’n Bass / Awena Recordz) Eien A. Lorho-Pasko – R. Talek Leroy / Kernaudour Trio […]

Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 (kemmet e 2004), diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc’h hag a zo bet dastumet.