Nedeleg laouen a-berzh Ai’ta !
Tremenet eo Tad-Kozh an Nedeleg da welet brezhonegerien yaouank bro Dreger, evel ma oa bet prometet gantañ. Deuet e oa gant e garr-samm sachet gant e lutuned (abalamour d’an enkadenn : gwelloc’h-marc’had eo evit ar c’hirvi-erc’h !) Daoust d’an amzer c’hris e oant deuet stank pe stankoc’h e Gwengamp, Plounevez-Moedeg, Montroulez ha Lannuon da lenn […]
Tad-kozh Nedeleg Ai’ta! e Roazhon
Gant ma oa bet pedet gant izili Ai’ta! Roazhon eo erruet tro 6e noz an tad-kozh Nedeleg war plasenn Breujoù Breizh e Roazhon d’ar merc’her 19 a viz Kerzu. Daoust d’an amzer gleborek e oa deuet un 20 bennak a dud da zaremprediñ outañ ha da reiñ bep a lizher. Evel m’en doa kinniget en […]
Troiad 2012 an tad Nedeleg
Hopala, trouz a vo er vro ! Divinit piv a deuio da sikour ar strollad Ai’ta! en e stourm evit ar brezhoneg ? An tad Nedeleg e-unan ! Hennezh hag a oar kement yezh ‘zo er bed a oa dipitet bras peogwir ne reseve lizher ebet e brezhoneg. « Poent bras eo din mont da […]
Trouz e Brest gant Ai’ta!
Ober a ra Brest goap ouzhomp pa vez lavaret ganto, goude meur a stourm deus Ai’ta! abaoe meur a vloavezh, e vo brezhoneg e mekanikoù an tramgarrioù !! Bez ez eus deus un douchenn “brezhoneg” war ar mekanikoù padal ne ya ket endro !!! Bez ez eus deus an enrolladennoù brezhoneg padal ne vezont ket […]
Lec’hienn nevez Ai’ta! roit ho ali
Ar blijadur hon eus da ginnig deoc’h lec’hienn nevez Ai’ta! Ganti e vo tu deoc’h heuliañ ar strollad tud orañjez, dizoloiñ anezho, ha bezañ kellaouet buan hag aes. aita.bzh : Ur chomlec’h nevez, evit ul lec’hienn nevez! Goude kalz amzer prederiañ hon eus divizet implij an anv domani aita.bzh. Evit chom distag deus ar .fr, […]