10
Dec
2018

Politikerezh yezh « nevez » ar Rannvro : Un taol bazh en dour !

Ar sizhun-mañ e vo kinniget da dilennidi Kuzul Rannvro Breizh asantiñ « henchadurioù ar Rannvro evit ar politikerezh nevez evit yezhoù Breizh ». Met n’eus araokadenn fetis ebet er raktres-se. Displegañ a ra Loig Chesnais-Girard en danevell eo pouezusoc’h derc’hel darempredoù mat gant servijoù ar Stad eget pouezañ da vat evit kas an traoù war-raok […]

06
Dec
2018

Manifestadeg e Roazhon d’an 8 a viz Kerzu

ADUNVANIÑ : BETEK AN TREC’H ! Eno edomp e Naoned d’an 29 a viz Gwengolo hag eno e vimp e Roazhon d’an 8 a viz Kerzu evit ar vanif-distro ! Deomp-ni d’en em aozañ evit kas an adunvanidigezh da benn, den na raio en hor plas. War bep tachenn ez eus da c’hounit evit hor […]

05
Dec
2018

Livet gevier gant ar Stad hag ar Rannvro. Divontet gant Ai’ta!

Roet eo bet da c’houzout gant ar Stad C’hall d’hor strollad, d’an 29 a viz Meurzh 2018, dre pluenn Rener Etredepartamant an Hentoù « ez eus bet kroget da staliañ panelloù divyezhek » (lizher amañ-stag). Embannet eo bet an engouestl-se ar c’hazetennoù lec’hel ha kadarnaet gant Prefed Rannvro Breizh dre ul lizher bet kaset d’an 29 a […]

15
Nov
2018

N’eus ket tu gouzañv komzoù toull Alan Kadeg!

Prezegennoù bras eus un tu e-giz kannad Europa, digresk ar skoazelloù d’ar c’hevredigezhioù a labour evit ar brezhoneg war an dachen eus an tu all, e-giz prezidant Departamant Aodoù an Arvor! Ne vimp ket touellet gant komzoù toull Alan Kadeg e-keñver ar brezhoneg! Lavarout a ra-eñ bezañ “stag-tre ouzh hor yezh rannvroel”, met ne ra […]

15
Nov
2018

Kaset ul lizher da rannvro Breizh gant 50 kevredigezh

  Lañset zo bet e Miz Here ur bodad kevredigezhioù anvet “rouedad ar brezhoneg” evit aesaat an darempredoù etre ar c’hevredigezhioù a labour evit ar brezhoneg ha stourm asambles evit ar yezh. Divizet zo bet skrivañ ul lizher boutin da rannvro Breizh evit degas da soñj pegen mallus eo kreñvaat politikerezh yezh ar rannvro, ha […]

Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 (kemmet e 2004), diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc’h hag a zo bet dastumet.