Brezhoneg er post : ur bazenn war-raok da c’hortoz reoù all!
E Karaez e oa bet digoret war an ton bras er sizhun dremenet ar c ́hentañ burev Post divyezhek galleg / brezhoneg. Stourm a ra ar strollad Ai ́ta ! dibaoe 2007 evit ma vo talvoudekaet ar brezhoneg en tier- post. Laouen omp neuze o welet eo bet selaouet ar wech-mañ ar goulenn hon eus […]
Ai’ta! en Lannuon: an distro!
Dec’h beure e oa ouzhpenn 20 den, stourmerien Ai’ta ! ha sitoained Lannuon ha pelloc’h en Treger, bodet dirak chanter Ti an Departamant e Kervaria. Ur goulenn groñs gante : ma vo doujet ouzh ar brezhoneg er servijoù publik nevez-se ! Daoust ma oa pedet Claudy Lebreton d’en em gavout gant ar strollad orañjez eo […]
Emvodoù publik ar strollad Ai’ta! e Bro Gwened
– EN ORIANT D’AR YAOU 15 A VIZ KALAÑ-GOUIAÑV DA 8 e noz : TAVARN AR ROUE MORVAN, Plasenn Polig Monjaret. – E GWENED D’AR GWENER 16 A VIZ KALAÑ-GOUIAÑV DA 8 e noz : TI-KRAMPOUEZH LA BRETONNE, Plasenn Stalingrad. HA FAOT ‘RA DEOC’H EZ EHE HOR YEZH ÀR-RAOK ER VUHEZ FORAN ? Mall eo […]
Ai’ta! e Lannuon ar sizhun-mañ
Ar strollad Ai’ta Treger a stourm evit difenn ar brezhoneg ha kas anezhañ war-raok. Un emvod-kinnig a vo d’ar Meurzh 6 a viz Du en ostaleri Ar Valserezed da 7 eur 30 noz, ha gant an emvod-se e vo moaien da anavezout gwelloc’h ar strollad, ha da c’houzout petra eo e balioù hag e oberoù, […]
Staj disentiñ gant Ai’ta!
Evit an trede gwech e kinnig deoc’h Ai’ta! ur staj “disentiñ” hag a vo dalc’het e Montroulez d’ar sadorn 27 ha d’ar sul 28 a viz Here. (Adalek a Gwener noz e vo degemeret an dud). Petra eo ? Hep stourmerien, stourm ebet… pa vefe evit ar brezhoneg pe evit ar stourmoù all ! Met evit […]