Brezhoneg e ti-post Karaez ? Da c’hortoz disoc’hoù al labourioù…
Degemeret oa bet izili eus ar strollad Ai’ta ! gant renerezh Ar Post e Kemper d’an 12 a viz Gwengolo.
Skol Diwan Louanneg
En arvar eo bet skol Diwan Louaneg gant ma ne oa savadur ebet ken evit ar skol war ar gumun. Gant Ai’ta! eo bet divizet souten ha reiñ sikour d’ar skol o skrivañ ul lizher foran d’an aotrou maer ha d’an ti-kêr. Kinniget eo bet d’an holl dud adkemer hol lizher a-benn kas anezhañ d’an […]
Votadeg Ai’ta ! e Karaez
«Daoust ha mat eo deoc’h e vefe divyezhek brezhoneg-galleg ti-post Karaez ?» Setu ar goulenn a vo savet ouzh pratikoù Post kêrbenn ar Poc’her, d’ar sadorn 2 a viz Even, etre 10 eur ha kreisteiz. A-benn nebeut e vo boulc’het gant labourioù bras evit modernelaat an ti-post-se. Perak na vefe ket lakaet ar brezhoneg war-wel […]