Fest-deiz Zovach 3 e ti-gar Lannuon
Aozet e oa bet gant Ai ’ta ! Bro-Dreger, Strollad Tregeriz savet a-benn difenn ar brezhoneg, ur “Fest-deiz Zovach” e diabarzh ti-gar SNCF Lannuon d’ar Sadorn 28 a viz C’hwevrer adalek 5e00 goude merenn. Gant an oberenn festus-se oa bet divyezhekaet ar skritelladur gant peg-sunioù. Ha diskwelet eo bet d’an SNCF zo ur gwir youl […]
Ai’ta ! e ti-Post an Oriant
D’ar sadorn 31 a viz Genver e oe tolpet un 30 ezel ha mignon Ai’ta ! Bro Gwened dirak ti-post an Oriant aveit sevel a-enep da gomzoù chalus renerezh ar Post e Breizh. Un tamm abadenn farsus a voe c’hoariet àr skalieroù an ti aveit gober goap ag arguzennoù toull ar Post : un den […]
Un tolpad tud dirak ti-post Montroulez a c’houl doujañs evit ar brezhoneg
Un tregont den bennak a oa en em gavet disadorn tremenet dirak ti-post Montroulez evit goulenn ma vefe doujet d’ar brezhoneg gant pennoù bras embregerezh la Poste. Ar c’hounnar a zo en em savet da heul komzoù droch ha diresped an Aotrou Amiard, e karg deus al lizheroù evit ar rannvro : hemañ en doa […]
abadenn Nedeleg àr marc’had Gwened
Ur bochad tud ’oe en em gavet eno da reiñ dehi o lizher Nedeleg, e brezhoneg pe e galleg, hag a voe troet a vouezh uhel get un den ag ar strollad. Un digarez a-feson da reiñ brezhoneg da glevout da dud Gwened kement ha da ziskouez dehe eo bev-mat hor yezh ha komzet get […]
draf bihan dirak ti-post Lannuon
Brezhoneg en ti-post ! D’ar sadorn 29 a viz du oa bet kinniget gant AI’TA ! un draf nevez dirak ti-post Lannuon. Nevez abalamour ma’z oa divyezhek hag an implijad a oa a-dreñv a c’halle evit ar wech kentañ degemer pratikourien an ti-post en brezhoneg koulz hag en galleg. Dreist, neketa ? Dre an obererezh-mañ […]