Penaos stourm asambles evit ar brezhoneg?
Un devez preder hag eskemm, digor d’an holl, a vo aozet gant Kevre Breizh d’ar Sadorn 2 a viz Mezheven, adalek 9 eur 30, e kreizenn Amzer Nevez Plañvour. 5 daol-grenn a vo. Unan en o zouez gouestlet d’ar stourm evit ar brezhoneg. Ar pal a vo eskemm holl asambles evit gouzout peseurt mod kenurzhiañ […]
Trec’h omp bet : staliet e vo panelloù divyezhek war hentoù-tizh ar Stad !
Kelaouet omp bet gant ul lizher bet kaset gant rener an DIRO d’an 29 a viz Meurzh e vo staliet panelloù divyezhek war vord hentoù tizh ar Stad. E miz Even e vo staliet ar panelloù kentañ. Memes ment e vo skrivet ar brezhoneg hag ar galleg, ha ne vo ket stouet ar skridoù e […]
Lizher d’an DIRO
Panelloù divrezhoneg zo bet staliet nevez zo c’hoazh war an hent-tizh 164. Skrivet eo bet d’an DIRO neuze evit lavaret ne vo ket asantet seurt panelloù ken: Lizher d’an DIRO _ Meurzh 2018
1.128.385 den o deus sinet an intrudu keodedel evit al liesseurted en Europa!
Minority Safepack. Tenn a rae d’ur sinadeg simpl evel ar re all met ne oa ket ! Ur gwir benveg demokratelezh dihanterat savet e 2012 gant Unvaniezh Europa (UE). Ur benveg lezennel, met dizanav gant an dud, eo an intrudu keodedel europat. Ur roll a ginnigoù lezennel eo ar Minority Safepack evit gwareziñ ar minorelezhioù […]
Evit ur c’hlas divyezhek publik e kastell-Briant
Nac’het ez eus bet nevez ‘zo gant servijoù an deskadurezh Stad digeriñ ur c’hlas divyezhek e skol René-Guy Cadou e Kastell-Briant el Liger-Atlantel. Gant kerent ar vugale e vez douget ar raktres-se hag harpet e vez gant an ti-kêr ha kannaded ar vro koulskoude. 15 bugel zo bet rak-enskrivet evit an distro-skol o tont zoken, […]