Evit ar gwir da dremen ar bak e brezhoneg !
Tremenet eo bet an arnodenn matematik e brezhoneg ar mintin-mañ gant liseidi zo eus Lise Diwan Karaez. Kengred omp ganto. Reizh eo o intrudu rak ez a a-enep an droukzifoc’hioù a vez gouzañvet gant ar geodedourien a ra gant ar brezhoneg er skol hag er vuhez pemdeziek. Ur gwir eo ouzhpenn-se. Enskrivet eo e mellad […]
Galv da vanifestiñ evit Diwan
Ar bloaz-mañ e vez lidet 40 vloaz ar skolioù Diwan. A-drugarez da Ziwan eo ez eus spi an deiz a-hiziv evit dazont ar brezhoneg. Kreskiñ a ra bep bloaz an niver a skolidi er skolioù e brezhoneg, met gwan-tre e chom o niver. 4 318 bugel a vez skoliataet gant Diwan, da lavaret eo 0,5% eus […]
Penaos stourm asambles evit ar brezhoneg?
Un devez preder hag eskemm, digor d’an holl, a vo aozet gant Kevre Breizh d’ar Sadorn 2 a viz Mezheven, adalek 9 eur 30, e kreizenn Amzer Nevez Plañvour. 5 daol-grenn a vo. Unan en o zouez gouestlet d’ar stourm evit ar brezhoneg. Ar pal a vo eskemm holl asambles evit gouzout peseurt mod kenurzhiañ […]
Trec’h omp bet : staliet e vo panelloù divyezhek war hentoù-tizh ar Stad !
Kelaouet omp bet gant ul lizher bet kaset gant rener an DIRO d’an 29 a viz Meurzh e vo staliet panelloù divyezhek war vord hentoù tizh ar Stad. E miz Even e vo staliet ar panelloù kentañ. Memes ment e vo skrivet ar brezhoneg hag ar galleg, ha ne vo ket stouet ar skridoù e […]
Lizher d’an DIRO
Panelloù divrezhoneg zo bet staliet nevez zo c’hoazh war an hent-tizh 164. Skrivet eo bet d’an DIRO neuze evit lavaret ne vo ket asantet seurt panelloù ken: Lizher d’an DIRO _ Meurzh 2018