1.128.385 den o deus sinet an intrudu keodedel evit al liesseurted en Europa!
Minority Safepack. Tenn a rae d’ur sinadeg simpl evel ar re all met ne oa ket ! Ur gwir benveg demokratelezh dihanterat savet e 2012 gant Unvaniezh Europa (UE). Ur benveg lezennel, met dizanav gant an dud, eo an intrudu keodedel europat. Ur roll a ginnigoù lezennel eo ar Minority Safepack evit gwareziñ ar minorelezhioù […]
Evit ur c’hlas divyezhek publik e kastell-Briant
Nac’het ez eus bet nevez ‘zo gant servijoù an deskadurezh Stad digeriñ ur c’hlas divyezhek e skol René-Guy Cadou e Kastell-Briant el Liger-Atlantel. Gant kerent ar vugale e vez douget ar raktres-se hag harpet e vez gant an ti-kêr ha kannaded ar vro koulskoude. 15 bugel zo bet rak-enskrivet evit an distro-skol o tont zoken, […]
Politikerezh yezh Rannvro Breizh: lizher digor
Lizher digor kaset d’an holl guzulierien rannvro d’ar 14 a viz C’hwevrer 2018 Aotrou Prezidant Rannvro Breizh, Goulenn a reomp un emgav ganeoc’h a zivout politikerezh yezh ar rannvro. E-pad emgavioù ar brezhoneg a oa bet aozet gant ar rannvro d’ar 15 a viz Here 2016 ho ‘p oa lavaret, pa oac’h bez-prezidant : « Hiziv hon […]
Brezhoneg yezh ofisiel : degadoù a banelloù divrezhoneg hentoù-tizh ar Stad distaliet e 10 lec’h e Breizh
Ur wech ouzhpenn ez eus bet nac’het da gerent zo reiñ un anv e brezhoneg d’o bugel. Goude afer Fañch 6 miz ‘zo, eo afer Derc’hen a lak war-wel pegen gwallgaset e vez ar brezhonegerezed hag ar vrezhonegerien gant ar Stad C’hall e 2018. Ouzhpenn lezennoù ar Stad eo abalamour d’an diouer a youl a-berzh […]
Niveridigezh ar boblañs : hag ar brezhoneg ? Ne respontimp ket !
Adalek ar 18 a viz Genver betek ar 17 a viz C’Hwevrer e vo goulennataet ul lodenn vras eus poblañs Breizh da geñver niveridigezh ar Stad. Paeet eo an enklask foran-mañ gant arc’hant hon zailhoù, hag evel boaz ne roio lec’h ebet d’ar yezh-où komzet gant an dud er gêr pe en o labour… daoust […]