Staj disentiñ : Penaos stourm evit ar brezhoneg ? D’ar 1añ a viz Du
Diwan lakaet diaes, kevratoù CAE-CUI en arvar e bed ar sevenadur hag ar Brezhoneg, anv Fañch difennet, re nebeut a draoù graet gant ar strollegezhioù lec’hel evit ar brezhoneg, ar yezh lakaet a-gostez war hentoù-tizh ar Stad… Trawalc’h ! Ha c’hoant ‘p eus stourm evit hor yezh ? Kinnig a ra strollad Ai’ta ! ostilhoù […]
Macron : Ankoù ar Brezhoneg ?
Emgav d’ar Sadorn 9 a viz Gwengolo da 11 eur dirak burev kannad Richard Ferrand e Kastellin Diwan lakaet diaes, anv Fañch difennet, brezhoneg lakaet a-gostez el lec’hioù foran : Daoust hag e vo Macron touller bez ar Brezhoneg ? Ur sizhunvezh goude an distro-skol eo start mont en-dro kalz skolioù Diwan c’hoazh abalamour d’an diviz kemeret […]
Respont ebet digant ar Stad : kenderc’hel a ra Ai’ta! da zistaliañ panelloù an hentoù-tizh
D’an 21 a viz Gouere paseet en doa adkroget strollad Ai’ta! gant an distaliañ panelloù war an hentoù-tizh e Breizh o welet ne groge ket ar Stad hag an DIRO gant ar staliañ panelloù divyezhek war an hentoù-se. Un emglev a zo bet sinet etre rannvro Breizh hag ar Stad e miz Here 2015 lec’h […]
Panelloù distaliet war an hentoù-tizh : ur respont da zismegañs ar Stad
Sinet e oa bet ur c’henemglev ispisial etre ar Stad hag ar Rannvro diwar-benn yezhoù Breizh “Kendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez” e Miz Here 2015. Raktreset eo ennañ e vefe staliet panelloù divyezhek war vord an hentoù-Stad evel ma vez graet abaoe 30 vloaz gant meur […]
Panelloù livajet e Teiz-Noaloù : respont Ai’ta ! d’ar Maer
N’eo ket gant strollad Ai’ta! ez eus bet livajet panelloù Teiz-Noaloù, pa n’eo ket doareoù ober ar strollad, met n’omp ket souezhet ec’h errufe skuizh tud zo gant dismegañs ar maer evit hor yezh, eñ besprezidant kentañ tolpad kumunioù nevez Gwened war an dro. Ar gumun kentañ o lemel e anv eus karta Ya d’ar […]