Piv omp-ni?
Ai’ta!, petra eo ?
Ai’ta! a zo ur strollad ar pal gantañ difenn ha brudañ ar brezhoneg evit ma chomo ur yezh vev e kement degouezh eus ar vuhez hag er gevredigezh. Evit tizhout ar pal-se eo ur redi e c’hellfe kement hini gwelet, klevet ha komz brezhoneg er vuhez foran… Ur yezh na c’heller ket ober ganti er vuhez pemdeziek a zo ur yezh tonket da vervel, ha setu perak e c’houlennomp ma vo doujet ouzh ar brezhoneg hag ouzh an holl re a ra gantañ e Breizh. Ret eo eta kaout ur statud ofisiel evit hor yezh, ar brezhoneg.
Da c’hortoz ar bazenn-se, ha war hent an adperc’hennañ, n’eo an ijin a vank er strollad a-benn aozañ oberennoù dreistordinal, tizhout ar brasañ niver ha diorren plas ar brezhoneg er gevredigezh. Atav e vez aozet oberennoù war un ton plijadurus ha gant fent avat, gant doujañs rak an dud hag alies mat e savont a-du ganeomp, ar pezh a zo pouezus evidomp. Un dibab sklaer a zo gant strollad Ai’ta! evit stourm gant doareoù difeulz evit ezteurel e soñj ha bezañ klevet.
Ai’ta!, piv eo ?
Krouet eo bet strollad Ai’ta! gant brezhonegerien yaouank, ha deuet eo davetañ un toullad tud all dedennet gant dazont ar brezhoneg. Kozh ha yaouank, emaomp o tont eus 5 korn Breizh hag aozet omp e strolladoù lec’hel (Treger, Leon, Bro Gwened, Roazhon…). E-pad hon oberennoù n’omp ket diaes da anavezout gant hor rochedoù orañjez “Brezhoneg bev ! – Brezhoneg ofisiel !” skrivet warno.
Perak al liv orañjez ‘ta ?
E-giz-se ! Ha dam dimp da vezañ gwelet a-bell !
Petra eo pennreolennoù Ai’ta! ?
Diazezet eo stourm hor strollad war un nebeut pennreolennoù a rank bezañ doujet gant kement den a gemer perzh e luskad Ai’ta! :
- Digor eo ar strollad d’an holl dud a fell dezho difenn ha brudañ ar brezhoneg, pa vefent brezhoneger pe get. Ar brezhoneg eo yezh strollad Ai’ta!, met ober a reomp peadra evit ma vo aes d’an holl kavout e blas.
- Difeulz eo ar strollad, ha distag eus kement aozadur a zo (strollad politikel, sindikad, kevredigezh, embregerezh…)
- Gant Ai’ta! e vez lakaet e pleustr an demokratelezh war-eeun : n’eus na prezidant, na burev, na den e penn evit divizout ! A-stroll e kemerer an divizoù ha gellout a ra pep hini kemer perzh er mod a fell dezhañ.
- Emañ e kreiz stourm Ai’ta! an doujañs ouzh ar yezhoù hag ar sevenadurioù. Ne c’hell ket emzalc’hioù gouennelour, a-enep estrañjour, seksist, hag a-enep an heñvelreizhidi bezañ degemeret e luskad Ai’ta !
Torr-penn eo stourm ‘ba Ai’ta! ?
Tamm ebet. Hon oberennoù a zo dic’hortoz, fentus, dibar… Hag alies omp kustum da riboulat goude-se ! Dieub eo pep hini da gemer perzh e Ai’ta! er mod a fell dezhañ… Met seul vuioc’h a dud o stourm, seul vuioc’h a startijenn ennomp. Ar pal a zo bezañ niverus niverus a-benn kas da benn oberennoù gant ar brasañ pouez…
Na vezit ket nec’het o tont e darempred ganeomp ha da gemer perzh er strollad !