10
Juil
2013

Brezhoneg e ti-post Pont-‘n-Abad !

Goude ti-post Karaez e dibenn 2012 setu un eil ti-post lec’h ma vez kavet ar brezhoneg war ar panelloù, burev Pont-‘n-Abad an hini eo.

Ti-post Pont-'n-Abad (dirak) 2P’hon eus desket e-kerzh an nevez-amzer e kroge labourioù e ti-post Pont-‘n-Abad eo bet skrivet gant Ai’ta! da rener ar burev ha d’an dud dilennet er vro-se. Direspont eo chomet an holl lizhiri bet kaset, pe vefe d’ar maer, da rener ar burev pe c’hoazh d’ar gannadez.

Da vare an digoradur hon eus bet ar blijadur avat da welet e oa bet lakaet ul lodenn eus ar panelloù en div yezh (brezhoneg ha galleg). Hag ur perzh a vije gant Ai’ta! hag al lizhiri bet kaset ? Ne ouier ket, met n’eo ket dibosubl tamm ebet.

Bremañ pa vez un eil burev post gant brezhoneg ennañ (goude hini Karaez) eo arabat chom a-sav hag eo ret e kendalc’hfe an traoù pelloc’h. Emañ tud ar strollad orañjez o vont da skrivañ da gement ti-kêr bet sinet ganti ar garta « Ya d’ar brezhoneg » evit kelaouiñ anezho, ha gant ar spi e c’houlennit e yafe war-raok an traoù en o burev ivez.

A-raok fin ar bloavezh 2013 e vo un emgav etre Ai’ta! ha pennoù La Poste e Breizh hag e vo lakaet splann n’eus abeg ebet ken evit mirout ouzh ar brezhoneg en tiez-post : brezhoneg a vez e meur a vurev e Breizh, PDG La Poste a lavar bezañ a-du da vont pelloc’h, gant ar strollad La Poste eo bet sinet « Karta ar c’horseg », en Elzas e vez labouret war yezh ar vro ganto ivez… Ai’ta! evit ar brezhoneg en tiez-post.

«
»

Les commentaires sont fermés.