11
Sep
2013

Ai’ta! war gwagennoù Bro-Gebek

Er sizhun-mañ eo bet klevet Ai’ta! war gwagennoù Bro-Gebek gant m’eo bet aterset un ezel eus ar strollad gant Radio centre-ville, eus Montréal. Ur radio liesyezhek bet krouet e 1975 an hini eo, hag he deus lakaet da bal skignañ ha kelaouiñ war yezhoù ha sevenadurioù ar bed.

 

François Roberge a vez kustum da gas un abadenn anvet « Le plateau Montmartre » lec’h ma ‘z aer e darempred gant gallegerien deus kostez all ar meurvor Atlantel. Ha c’hoant bras ‘oa gantañ da gomz eus ar brezhoneg, hag eus stad hor yezh. Soñjet ‘zo bet er strollad Ai’ta!, ha gant plijadur eo hon eus respontet ouzh goulennoù paotr bro-Gebek.

Lec’hienn Radio centre-ville evit gouzout hiroc’h diwar o fenn : http://radiocentreville.com

«
»

Les commentaires sont fermés.