Ai‘ta!

An distro

Deuit da lid kentañ Disprizioù ar brezhoneg d’ar 6 a viz Even 2026, da 11e beure war ar blasenn greiz e Boulvriag.

GPS : 48.473800, -3.187400

Galleg — Français

Skritell lid kentañ Disprizioù ar brezhoneg — Affiche de la cérémonie des Mépris de la langue bretonne

Ai‘ta! evit ar brezhoneg
Piv omp?

Ai‘ta! a zo ur strollad hag a stourm gant doareoù difeulz evit lakaat ar brezhoneg da vevañ : reiñ an tu d’an holl da welet, da glevet ha da gomz anezhañ er vuhez foran…

Disentiñ (Désobéir)
— Xavier Renou   9,50 €

Perak ha penaos disentiñ ? Abaoe bloavezhioù e kemerer perzh e manifestadegoù a bep seurt. Daoust hag un disoc’h pe ur gounid gwirion a vez bep tro ? Lakaat a reer hon anv war kantadoù ha kantadoù a sinadegoù. Daoust hag ur pouez efedus o deus ? Doareoù all a zo evit bezañ klevet, evit diskouez hon youl ha nec’hamant, ha trec’hiñ (…) — Levr Désobéir, le petit manuel Xavier Renou embannet gant Le Passager Clandestin troet diwar ar galleg.

Désobéir pour la langue bretonne
— Ai‘ta!   9,00 €

Ar vrezhonegerien gouest da lenn al linennoù-mañ o deus bet klevet komz diwar-benn Ai‘ta! kredapl-bras. Ouzhpenn istor ar strollad kontet e galleg e kavfet el levr-mañ kalz a destenioù skrivet gant meur a stourmer e brezhoneg. Un dra vat eo, a gav deomp, e chomfe ur roud eus al labour hon eus kaset da benn (…)